Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —


Piou a lavarje demp-ni deg vloas zo tremenet,
Neuze c’hoas, en apparanç, e voamp Catholiqet,
E vije, abars nebeut, grêt ouzomp eun difen
Da veza, da gaout memes an hano a Gristen !

Cetu ni rentet eno, ha guir ne leverer.
Allas ! hac a nebeudou en em accustumer
Da dilezel praticou ar güir Religion
Evit heuill neventiou impi ha dirêson.

Entretant an drouc-speret a avanç e labour ;
Caout a ra tud d’en selaou, ha darn all d’en sicour ;
De ha de ar goal exempl, siouas, a c’honezo,
Ha pa dilezimp Doue, Doue hon dilezo.

————


Vidit Dominus, et ad tracundiam conciliatus est : et ait : Abscondum faciem meam ab eis.... Ipsi irretaverunt me in vanitabus suis, et ego in gente stulta irritabo illos. Can. Moy. Deut. 32.

————