An assamble general eus an oll gristenien
Eo ar furra portion, ar savanta loden
Eus a oll dud ar bed-màn, hep contestation :
Biscoas n’o deus meritet qen reputation.
De-memes ar judevien, qent eguet ar re-mâ,
A voe, deus tud o amzer, ar judiciussa ;
De-memes, divezatoc’h, test an Tadou Santel
A-unan e deus fontet maxim an Aviel.
Al levriou religius, scrifet gant Moyses
Ha re an oll Brofetet a zo c’hoas en hon touez,
Hep falsification conservet gant respet
Abaoue pêvar mil bloas dre bêvar c’horn ar bed.
En daouarn ar judevien evel en hon re-ni
E maint conform da velet. Impossubl eo prouvi
E ve ganemp na gante chenchet eur guer hepqen :
Var ze ne zeus etrezomp reproch abet agren.
An oll ilizou christen, evite da vea
Var meur a boent disaccord, o deus ar memes tra
Conservet fidelamant ar pêvar Aviel
Evel ma voent recevet digant an Ebestel.
Ar Sacramant adorabl hac an Avielou
A voa referet dezo ar memes respejou
Gant ar gristenien guenta. Eun torfet e vije
Alteri, na profani, na livra aneze.
Ma vije, nac ajoutet, na supprimet netra
Er pêvar Avieler, lavarit demp eta
Gant piou, pelec’h, pea goulz, na penos an Ilis
N’e deus-hi qet abretoc’h santet an artifiç ?
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/62
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —