Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —


PEDERVET GUIRIONE

————

DIVINITE AR RELIGION GRISTEN.

————

.... Magnum est pietatis Sacramentum, quod manifestatum est in carne ;... predicatum est Gentibus, creditum est in mundo. 1. Tim. 3.

————

Ne zeus netra da gredi er bed universel,
Mar deo ar Bibl supposet ha faus an Aviel.
Mar domp tromplet er poent-se, eme sant Cyprian,
An neb en deus hon tromplet eo Doue e-unan.

Daou bobl privilejiet a ra profession
Da gredi eo revelet o diou religion.
An titrou a bresantont a zo incontestabl ;
Eun niver zo a destou, hac oll irrecusabl.

An daou bobl-màn, en effet, evel o diou lezen,
Ne dlefent beza contet nemet unan hepqen,
Pa zeo güir an eil lezen n’e deus qet abrojet
Totalamant ar guenta, mes perfectionet.