Eur sqiant digoncevapl eo a renc presida
D’an traou-ze, rac an natur ne voar qet petra ra ;
Pe mar e deus eur speret da rêi dei sclêrijen,
Ar speret-se eo memes an Doue a glasqen.
Peb crouadur zo formet gant an dimansion
A dere deus e natur ha deus e fonction,
Propr d’en em vultiplia, capapl d’en em divoal,
Evit ornamant ar bed hac an urz general.
Beza zo var an douar nombr a grouadurien,
A zo mil güech biannoc’h eguet eur fubuen,
O deus mellou, goaziet, penn ha treid peb unan,
Aliessoc’h a ezel eguet an olifan.
Etoues ar memes espeç hac ar memes natur,
Ne gaffac’h qet gouscoude hanval daou grouadur ;
An eil zo deus eguile anavezet bepret,
Hac oll, fêçon pe fêçon, int differanciet.
Ne zeus hini anezo a ve crouet en vên :
Peb-hini, en e fêçon, a zo util d’an den :
Darn evit en exerci, darn evit e vezur,
Darn all evit e zicour, darn all d’e blijadur.
Ar marc’h na drein an arar, ar vioc’h ne ro amann,
Al lapousset na c’hôront, ne ra mel ar güenan,
Ne zeus gloan var an dénved, na trevat er parcou
Nemet evit fournissa d’an den e ezomou.
Peb amzer ha peb sêson, an eil varlerc’h eben,
A erru, hep varia, da recrei an den ;
Hac evel da un Doue, peb-hini en deus c’hoant
Da rêi dezàn eun tribut ha da offr e bresant.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/30
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —