Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —


Mouguet e’r goulou el lamp, ha ranverset ar Groas
En ilis, er bêrejou, ha dre an hentchou bras ;
Abrojet e’n Aviel : ne vo prezeguet qen
Nemet doctrin Lucifer, hanvet Droajou an Den.

Da c’hortos rêi da gredi ne zeus Doue ebet,
O deus chenchet e hano, ha bremâ en gallec,
Hac er sans ma ententont eo anat ar blasfêm,
Lacat en plaç an Drindet ar guer a Etr-Suprêm.

Laqet eo var an trebe crim an idolatri ;
N’en deo pelloc’h ar C’hrouer a zo da adori ;
Mes sottizou ar Rêson, eur Vezen, eur Bonet,
Diviniteou femel, benfiou framaçonet.

Savet e’r yeot en hentchou, Sion a sqüil daelou ;
Ne deu den, eme’r Profet, d’ar solemniteou.
Allas ! deomp-ni eo goela : ar güir Doue en Franç
N’en deus pelloc’h sacrifiç, nac auter, nac ezanç.

Pardon, pardon, va Doue ! me a zoug em ene
Hoc’h imach, hac em c’halon eun templ d’ho Majeste.
Eno me rai dêc’h bemdez mil amand a enor,
Pa na gavàn d’o ober an ilisou digor.

Na gollit qet, m’ho suppli, etouez ar re vechant
Eun niver a Francisien, pere d’o badiziant
Ha da greden an Ilis a zo chommet fidel ;
Mes dindan poan ar maro, int forcet da devel.

Excusit-e, va Doue, mar reqetont ar fouldr
Da güeza visiblamant ha da laqat en poultr
An hugunodet impi. Allas ! ne ouzont qet
Pa ves brassa ho coler, na rit seblant abet.