Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


D’o squientchou reprouvet, hac en o dallente,
Dre eur miracl a justiç e lest an dud fall-ze ;
Ha mar digor ho calon da rêi dê c’hoas support,
E vo ret eur miracl all deus ho misericord.

O Convantion milliguet ! ar vech-mâ, m’en assur,
Ne alles qet mont hirroc’h : barrec eo ar musur...
Gortos da bunition, ne c’heus qen da ober ;
Doue zo just. E receo a ri en bêr amzer.

Ar re zo c’hoas da c’henel o de’o poan o credi
Extravaganç da grimou ; mes, me ell assuri
Ha qemeret da destou an douar hac an êe
Ne meus qet c’hoas rapportet an drederen anê.

Gra entretant vanteson d’ar bobl frenesiet ;
Lavar ne zeus neb abus na c’heus-e reformet ;
Pa laqes an Aviel en renq an abusou,
Ganes ar vertu zo vis, ar virionez zo gaou.

Mes, el lec’h en em dale da ober ar recit
Deus qellies a dorfet, me ya bremâ dre scrit
Da lacat güirioneou ha rêsoniou patant
D’ho tenna, va broïs paour, diouch hoc’h egaramant.

Ret eo din, var bep gouli, applica ar remed,
Despeigni dêc’h ar monstrou gant pere oc’h tromplet,
Hac ar maleuriou nevez a dleit da c’hortos,
Ma n’ho pe qet a gourach avoalc’h d’en em oppos.

Qenta a meus-da ober eo ho tizabuzi
Diouz bavardach tud mechant, o deus grét, a sonj din,
Marc’hat gant an drouc-speret, ha pact da renia
An Aviel a gredas an oll bete vremâ.