Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
REFLEXIONOU CHRISTEN
VAR
REVOLUTION FRANÇ
————
P’eur eta, ô va Doue, e teuyo an termen
Ma velin c’hoas va c’hontre, douar ar Francisien !
Va c’horf zo pell diouto ; mes, nôs-de va speret,
Gant qement o deus grêt din, a sonj enne bepret.
Pemp bloas zo dija achu ma zon deut da Vrô-Sauz :
Pa zezir calz ar galon, e sqüizer o chortos ;
Mes, herve’r brud a glêvàn, labour huanadi
Am bo c’hoas, ha marteze biqen Franç na velin.
En bord an aud azezet bemdez var eur garec
E sqüizàn va daoulagad, ouz o derchel fixet,
Da c’hout ha me a velo eul lestr benac a Franç
Éru evit annonç din qêlou va delivranç.