Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


Mes, e mâ reus ar pec’het hac hini ar muntrou
Hep na fin, na chenchamant, o ravaji va brô.
Petra dal din-me pelloc’h sònjal tremen ar môr?
Allas ! en Franç na souffrer na bêleg, na pastor.

Ah ! va maleur va-unan a vez nebeut a dra ;
Mes maleur ar gristeniez, ennes eo a laca
Da redec var va diou chod eur feunten a zaelou,
Pa sònjàn en abandon eus va denvedigou.

Truezus eo va doare, ha pitoyabl va stat :
Chasseet eus va c’hontre, ha collet va oll vat ;
Mes ar chagrin am devor, eo clêvet a bep tu,
Ar feiz, ar religion, en Franç a zo achu.

Ne allàn qet a gompren eur bobl qer gracius,
Qen poli, qen amiabl, güechal qer vertuzus,
En qen nebeut a amzer en deffe collet crenn
Pep santimant a enor, e c’hisjou, e greden.

Da zizamma va c’halon, da æza va speret,
E meus sònjet composi eur c’hantic brezonec,
Var maleuriou an amzer, dre ma credàn e vo
Util evit gloar Doue, ha profitabl d’am bro.

Dre agremant ar rimou, eur vouëz melodius
E deus calmet avichou sperejou furius,
Ha tennet huanadou deus calon eur mechant
A vije bet difficil da c’hounit autramant.

Mar dezirit soulaji eur buguel a zo clàn,
Invantit eur rismadel, canit eur son dezàn ;
Frotit gant dexterite mel deus bordou an tas,
Hac ec’h evo e remed, hep ma santo e vlas.