Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/75

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

esperans er Purgator ; hirio, an Ifern a zo kounnaret. Ha c’houi eo oc’h eus graet al labour vat se. Meuleudi d’eoc’h ! Petra eo eur beleg eta, va breudeur ker ? Ar beleg a zo evel pa lavarfen Jezus-Krist e-unan diskennet a-nevez war an douar evit savetei an dud ha rei da Zoue e Dad an enor dleet d’Ezan gant ar grouadurien. »