Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
EVID ECHUI
Diou gomz lavaret gant an aotrou Bleunven er gador :
« Danvez beleien a vez kavet e-touez an dud paour evel e-touez an dud pinvidik, e-touez an dud dister evel e-touez an dud a renk uhel. An aotrou Doue ne c’houlenn ket digant ar vugale a zo galvet gantan pegement a leve o deus o zud. Gwelet a ra dreist-holl feiz birvidik ha karantez kristen ar gerent. Sellet a ra peurvuia ouz an tiegeziou a zo enno kalz a vugale. »
⁂
« N’eus ket kaeroc’h aluzenn eged an hini ec’h eus graet evit sikour ober eur beleg nevez. Hirio, va breudeur ker, ez eus levenez er Baradoz, hag