Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —
Laouig a dride e galon. N’en doa aon ebet mui o vont da gambr ar beleg santel, ar beleg madelezus a oa neuze e penn parrez kristen Landunvez.
— « Setu aman va faotr bihan », eme an aotrou Kure.
— « Ac’hanta, Laouig, danvez beleg a gav d’it a zo ennout ? »
— « N ’ouzon ket, aotrou Person. »
— « Eo, eo, va mab. Eürus ha laouenn e vo da vamm pa glevo ac’hanout, d’ar pardaez-man. Trugareka an aotrou Doue da veza galvet ac’hanout, ha ped start Intron Varia Gerzent d’az tiwall mat. »
— « Ya, aotrou person. Ha bennoz Doue d’eoc’h ivez ! »
⁂