Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

ma vezin distro, n’ec’h eus nemet gwelout an taolennou kaer a zo el leor-man. »

Laouig a droas eun nebeut pajennou eus a Vuhez Jann d’Arc, met e spered a oa pell diouz an taolennou a dremene dirag e zaoulagad ; er gêr eo ez edo; ha mall bras en doa da c’houzout petra vije graet outan.

— « Mat », a lavaras an aotrou Kure distro, « azalek hirio, n’ec’h eus nemet dont aman bemdez da zeski al latin. D’ar skolaj ez i. »

— « Laouen bras e vijen o vont, aotrou Kure. Met petra lavaro va zad ? »

— « Me a yelo warc’hoaz d’ar Penker… Deomp breman da gaout an aotrou Person. »