Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —
— « Mat ec’h eus gouezet adarre da gentel hirio, Laouig. Piou en deus desket d’it kement a ouzout ? »
— « Va noun…, ha me va unan dre al leoriou, »
— « Lenn a rez ’ta ? »
— « O ya, aotrou Kure, kement a gavan er gêr a lennan. »
— « Hag ez eus kalz leoriou e ti da noun ? »
— « Unanik bennak a zo, aotrou Kure : An Aviel, Buhez ar Zent, Leor ar Bris, Feiz ha Breiz, Kelennadurez kristen, an Testamant koz hag an Testamant nevez, hag eun all bennak c’hoaz »
— Hag ec’h eus plijadur o lenn ? »
— « Ya, kenan, aotrou. »
— « Er skol e chomi c’hoaz goude an eost ? »