Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
toull ar gornandoned

doned o devoa lakaet seiz batimant ha seitek-ugent da oueledi. Da heul ar peñseou-se o devoa dastumet seiz-ugent milion e peziou aour ; war an hentou o devoa laeret diwar goust seitek kant den ; el lanneier seiz kement-all ; aet e oa ganto, da werza, n’ouzon dare pet seiz ugent lost loen-kezeg.

Hag ar roue neuze a drugareka e vevelien eus o labour vat hag a bed anezo da dremen an noz el laouenedigez. Hag, en eur sal-all, ez eont ouz taol.

Ha Laou a zo e-unan e-tal toull an teñzoriou. Droug a zo ennnañ ouz ar gornandoned daonet-se. Int eta eo a ra d’ar bagou mont da goll e-kreiz ar mor bras ha war gerreg an aodou ! Int eta eo a laka an dud en douar ez-veo ! Ha kement-se evit kaout arc’hant ! an arc’hant a zo dirazañ eno ! Ha ne gasfe ket eus an arc’hant-se gantañ ? N’eo ket d’ezañ eo e vez dibunet seurt diotachou !

Hag e karg e c’hodellou, e vruched, e grubuilh, e gerc’henn, e vragou bras. Sammet eo e-giz eur marc’h-limon, ha keuz en deus peogwir ne c’hell ket kas muioc’h c’hoaz gantañ !… Sellout a ra ouz e c’houlaouenn. Hantet-zevet n’eo ken ; gallout a ray Laou dont en-dro ha kas traou gantañ avat !

Bralla (horjella) a ra gant e vec’h o vont er-maez. Hag e laka e alc’houez war ar roc’hell ; houmañ a zigor raktal. Hag heñ kuit. Laza a ra e c’houlaouenn, hag ar roc’hell a serr war an Toull. Ha Laou er c’hao teñval. Aezenn an noz a ra vad d’ezañ, rak torc’houezi a ra. Sevel a c’hell gant an diri. Digouezet er-maez, ez eo nec’het bras. Da belec’h mont gant e deñzor ? Ma kas anezañ d’ar gêr e teufe laeron marteze, hag an dud a lavarfe en deus hen laeret diwar goust Gwerzig…

« O ! » emezañ, « eur maen bras a zo e-kreiz ar c’hoad. Gant traou Katell goz e tigorin anezañ da guzat va aour ennañ, ha den n’o c’havo eno. »

Ober a ra e-giz ma lavar. Ma ! va zud, sklankat a ra pa glev e deñzor o trouzal sart war ar maen. Na bihan eo ar re-mañ e-keñver ar re a zo du-ze ! « Ha ma tistrofen d’an Toull ? » emezañ. « Va goulou a zo hir a-walc’h an tamm a chom anezañ c’hoaz. Digas a rin ganin kement hag en dro genta da vihana ; ha gant an aour-se, me a breno tiez a roin e koumanant. Ha me, me eun aotrou ac’hanoun ! me a vevo diwar va leve ! na petra ’ta ? Na brao e vezo ar bed ! Laou an Huere a yelo da chom d’ar vourc’h, en eun ti bras, ar