Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
konchennou

brasa ! en eun ti brao, ar brava ! hag ennañ e ruilho steriadou gwin ! hag ennañ e vezo friko war-lerc’h friko ! »

Ha Laou war an hent d’an Toull.

« A ! » emezañ, « eur sac’had ar wech-mañ. »

Ha da gerc’hat eur sac’h ez a. M’hen dije bet eur c’harr-tumporell e vije aet gantañ, hep mar !

Kousket eo an holl en ti e-giz aelez, nemet Annaig a zo war-sao o c’hortoz Laou.

« Deuet oun da glask eur sac’h da garga aour ! »

« Mat ! mat ! ni a vezo eürus ! » eme Annaig.

Ha Laou d’an Toull. Gwelout a ra e krog en oabl ar stered da guzat o zachou aour ; diouz tu ar sav-heol emañ an deiz o vont da c’houlaoui. Hag, eur pennadig, e soñj chom hep mont larkoc’h, rak paper Katell goz a lavar : « Gwaz a ze d’an hini a vezo paket gant an deiz en Toull !… » Met e c’hoant da gaout aour a zo trec’h d’e aon, hag ez a. Eun taol gant e alc’houez hag emañ e-barz an toull.

Ar gornandoned a zo c’hoaz ouz taol. Sonerien a son o brava toniou. Laou avat ne blij d’ezañ nemet dañs an aour o vont en e sac’h, ha bounta a ra ennañ, me a lavar d’eoc’h. Ne chomo seurt war e lerc’h, sur mat ! Re-bounner eo e sac’h da samma war e gein, hag e stlej anezañ, betek an nor. Lakaat a ra e alc’houez war an nor, met houmañ ne flach ket.

Spontet-holl, Laou a ya d’eur c’horn hag a chom tamolodet eno da c’hedal ar pez a zo da c’hoarvezout. E vleo a sav war e benn, e spered a ya kuit, hag e sko, e sko, e sko gant e alc’houez war ar maen. Netra, netra nemet eur neudenn-c’houlou a zeu davetañ, dre eur frailh. « Deiz eo ! an deiz ! » eme Laou ; « lazet e vezin ! O ! aour brein ! » Skei a ra c’hoaz. Netra, netra nemet youc’h ar gornandoned war al laer. Ar roue, a-barz mont da gousket, a zo aet da welout e deñzor, ha gwelout a ra eo nijet kuit. Mont a ra en egar, hag e lavar krouga ar gornandoned holl, ma ne zigasont ket en-dro a-benn eun distera, e-lec’h m’edont kent, kement a zo aet kuit !

Furchal o falez a ra ar gornandoned. Gwelet eo Laou gant unan anezo a laosk eur you ! hou ! hou ! ker kreñv ma tired ar re-all. Paket eo Laou ha kaset dirak ar roue.

Paket eo Laou daoust d’e alc’houez, d’e c’houlaouenn, d’e vizou, rak pa vez deiz an traou-se ne dalvezont da netra.

Ar roue a varn al laer daonet. « Aour eo a faot d’it ? » emezañ, da Laou. « Sebeliet e vezi en aour ! »