Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
konchennou

Debret e goan gantañ, e voe lavaret ar pedennou. Yeunig a voe kaset war eun dornad plouz er c’hraou. Goude-ze, me a yeas d’ar gêr mall ganin gwelout an deiz war-lerc’h, rak Lan en devoa lavaret d’in ar pez a raje antronoz.

Deuet eo an heol mat d’am dihuni, ha me buan da di Lan. Yeunig a zo war-sao o rei dorn da Ber da voueta al loened. Hag an tad-koz da ziskenn, o leñva bepred d’e vab, d’e Yeunig…

« Alo ! tad-koz, » eme Lan, « deuit da zibri eun tammig bennak. »

« Ne gavan mat tamm boued ebet ken, » eme an tad-koz.

« Eur begadig a gemerot evelato, tad-koz. Va merc’h Seza a ya d’ober eur banne kafe mat d’eoc’h. »

« C’houi a zo re vat, Lan. »

« Doue hepken a zo mat, tad-koz. Livirit ar bater a-raok ar pred. »

« Bennigit, va Doue, ar boued-mañ ez eomp da gemerout evit ma c’hellimp kenderc’hel da veva en ho servij. »

« Evel-se bezet graet. »

« Ya, Lan, evel-se bezet graet. »

Per ha Yeunig a oa o tont neuze eus ar c’hraou, e-giz daou gamarad evel ma oant gwechall.

Ha Lan d’ezo :

« Alo ! paotred, poent eo staga ouz taol. Hirio ho pezo ar pez n’hoc’h eus ket bet morse c’hoaz d’ho tijuni : eur banne kafe, hag emichañs eun tamm mat a levenez en ho kalon. »

Per a vousc’hoarz. Yeunig avat ne gompren ket, hag int en ti.

Kenta kristen a wel Yeunig eo e dad-koz. Ha lammat a ra ouz e c’houzoug :

« O ! tad koz ! » emezañ : pardon ? pardon ? pardon ?

« O ! va mab ! Va mabig kaez ! » eme an tad-koz o pokat d’ezañ.

Goude beza chomet eur c’hrapadig da leñva, an tad-koz ha Yeunig a lavar war eun dro da Lan :

« Bennoz Doue warnoc’h ! Lan. »

« Lan, » eme Yeunig, « ha kemerout a rit-hu ac’hanoun da vevel ? Ne root koumanant ebet d’in, met maga a reot va zad-koz. Me a c’houlenn kement-se diganeoc’h, en an’ Doue. »

« Graet ar marc’had, » eme Lan.