Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
yeunig spradiz

« Me a zo sur, » emezañ, « hoc’h eus klevet istor ar Mab Prodig ? » « O ! ya, va zad, » emezoun, « soñj mat a zeu d’in bremañ. Pa edon oc’h ober va fask kenta, eur beleg a gontas an istor-se d’eomp. Met, va zad, me am eus graet gwasoc’h eget ar Mab Prodig. »

« N’hoc’h eus ket, va bugel, » emezañ, « hag ho pefe, Doue a zo bras-bras e vadelez. Pardoni a ra atao da gement hini a vez glac’har gwirion en e galon. »

« Ha pardonet e vezin neuze, va zad ? »

« Ya, va mab, pardonet e viot : Doue en devez muioc’h a joa ouz eur pec’her a zistro outañ eget n’en devez gant naontek ha pevar-ugent den just a gendalc’h da veva en e garantez. »

« Ma ! va Zad, ha selaou a reot-hu va fec’hedou ? »

« Ya, va mab ; grit sin ar groaz. »

Ober a ris ar sin santel, ha kofes a ris. N’ouzon dare petra a voe goude eù c’halon : e-giz laouenedigez dispar. Ken eürus e oan da veza disammet va c’houstiañs ma pareis e-giz d’an daoulamm.

Neuze ar beleg a roas eun nebeud arc’hant d’in, en eur lavarout d’in distrei da Vreiz.

« O ! ya ! va zad, » emezoun, « mont a rin da Vreiz da glask va zad-koz, da gaout pardon digantañ ma c’hellan kaout. »

« Pardoni a ray d’eoc’h, sur mat. Ar Mab Prodig a voe pardonet d’ezañ gant e dad, ha c’houi en devezo ho tad-koz truez ouzoc’h… »

Ha setu me digouezet, va zud vat, el lec’h ma edo ma zad-koz ennañ gwechall. Ha c’houi a oar pelec’h emañ ? Ha klevet hoc’h eus ano anezañ ? O ! ma welfen anezañ, me a gouezfe war va daoulin dirazañ en eur lavarout :

« O ! va zad-koz ! n’oun ket din da gaout ken diganeoc’h an ano a vab ! Met, en an’ Doue ! tennit diwarnoun ar valloz hoc’h eus roet d’in d’an deiz ma lezis ac’hanoc’h hoc’h-unan ! »

« A ! Yeunig, » eme Lan, « bremañ e welan peger mat eo an Aotrou Doue e-keñver an dud. Graet en deus d’it dont en-dro d’ar vro gristen-mañ ma c’helli ren eur vuhez vat hiviziken. »

« Hag e rin ivez, Lan, hag e rin eus va gwella. »

« Alo, Yeunig, debr eun tamm a-barz mont da gousket. »