Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
yeunig spradiz

forz pehini anezo ! Na diroll eo e vuhez ! Atao e vez gant ar merc’hed divergont-se a zo falc’het ho flourenn pell a zo. Pa vez reuz da ober, heñ eo a vez atao er-penn kenta ; laerez a ra, laza a ra, lakaat a ra an tan en tiez hag en ilizou. Kasoni diaoulek en deus leiz e galon ouz an Aotrou Doue !…

Graet en deus kement ha kement ma ’z eo aet brein hudur e gorf gant kleñvedou mezus. « Na Doue na Mestr ! » e youc’he. Allas ! e Zoue, ar plac’h fall, he deus roet d’ezañ, eur c’hleñved euzus da Vestr ! Hag en ospital ema c’hoaz ma n’eo ket maro ! Ma c’hellfe distrei ouz Doue da vihana !… O c’houlenn an dra-ze oun bet digant ar Werc’hez Vari e kement chapel a zo d’ezi er pevar eskopti, ha setu perak n’oun ket bet pell ’zo er vro. En an’ Doue ! pedit ivez evit va mabig paour !

« Hag e raimp, tad koz, » emezomp holl neuze.

Leñva a rae bepred an tad koz, ha Lan a lavaras d’ezañ :

« Marteze, tad koz, hoc’h eus c’hoant da vont da gousket ? Skuiz maro e tleit beza. Kemerit eur banne sistr da rei eun tammig nerz d’ho kalon glac’haret. Va mab Per a ya da gas ac’hanoc’h d’ar gwele a zo e solier ar c’hrañch. »

« Ho trugarekaat ! Bennoz Doue ! Lan, ha ken’ arc’hoaz. »

Kaset an tad koz d’e wele, Per a zeuas en-dro, hag heñ da lavarout :

« Ar c’hi a oa oc’h harzal bremaik. »

« Abalamour m’en deus gwelet goulou er solier, emichañs, » eme Lan.

« Ne gav ket d’in, tad ; harzal a rae e-giz war unan-bennak. »

« Ma teu unan-bennak e vezo gwelet, » emezañ. « Met na trista tra, memes tra, buhez Yeunig Spradiz, mab bihan Yeun ar Gerzu. »

« Gwir eo, » eme an holl.

Ha dao-dao war an nor.

« Hañ ! » eme Ber, « gouzout a raen e oa war unan bennak edo Mindu oc’h harzal. »

« Kae da zigeri Per, » eme Lan.

« Nozvez vat d’eoc’h » eme, o tont tre, eun den yaouank ha n’anavezemp ket. Giz kêr a oa gantañ, ha baro ouz e chink (helgez, groñch).

« Nozvez vat d’eoc’h, va den mat, » eme Lan.

« O ! Lan, roit d’in va ano, mar plij ! »