Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/76

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
konchennou

Eur pennad e chomas e-giz-se, e zaoulagad o para war skeudenn Jezuz, Salver ar bed, hag heñ adarre :

« Ma ! va bugale, me a gav d’in e c’hourc’hemenn an Aotrou Doue d’in lavarout d’eoc’h. »

Soñjal a ris e oa aet Yeunig en-dro da Roazon. Mat e soñjen. Va c’henderv a zo bet er vro-mañ abaoe, hag er Folgoad eo em eus klevet an traou skrijus-mañ gantañ. Distroet eo Yeunig da Roazon eta da gavout al lamponed am boa gwelet anezañ ganto. Deski a ra o zroiou fall ha dont a ra da veza o mestr. Laerez a ra kant lur eun devez. Tapet eo gant an archerien ha kaset d’ar prizon. Eno o chom daou viz da c’hedal beza barnet. O veza ma ’z eo ar wech kenta d’ezañ, n’eo kondaonet nemet da eur miz prizon. Eur miz prizon d’ar paour-kaez ! heñ ha ne oa c’hoaz nemet pemzek vloaz ! Furaat eno avat n'en deus ket graet. Krog a gav e yalc’h unan-bennak adarre ; ar wech-mañ ez eo kaset d’an ti e-lec’h ma vez sujet ar vugale fall. Met chom eno ne fell ket d’ezañ, ha, pa c’hell, e tec’h. Klasket e voe, met ne voe ket kavet ; eun ano nevez en deus kemeret ha da bortezer eo aet.

Eun tri miz bennak ez a mat an traou en-dro. Arboella (espern) a ra kement a c’hounez ken a c’houlenn e vignoned outañ, perak ne da ken ganto d'ober « bos ». Heñ ne respont grik met, p’en deus dastumet a-walc’h, e lavar d’ezo :

« C'houi a c’houlenn ouzin perak ec’h espernan. Setu amañ perak : c’hoant mont da Bariz a zo krog ennoun, ha mont a ran. Ho kêr vrein amañ ne c’hell ket unan ober enni ar pez a blij gantañ. Kenavezo ! bandenn « glerikaled » a zo ac’hanoc’h ! »

Ya, va bugale, re-vat eo c’hoaz kêr Roazon, war veno Yeunig deuet da veza ker fall, heñ hag a oa ker mat gwechall ! Ne vez ket reuz a-walc’h e Roazon evitañ. Guell a ze ma ’z eo Roazon eur gêr vat. Gwir eo, e-keit ha ma ’z oun bet eno, n’em eus ket klevet trouz ha kalz tud am eus gwelet en oferenn, war ar pemdez zoken, ha kalonek e pedent. Gwell a ze.

Hag ar paour-kaez Yeunig eta a zo aet da Bariz. Seitek vloaz hanter n’eo ken c’hoaz. Met brein-put eo e galon ! N’eo ket da glask labour eo aet da Bariz. O ! nann ! Da glask ar pec’hed ne lavaran ket ! Mont a ra e strollad an dud-se a zo o ano « Apached », ha lesanvet eo an Diaoul ganto. N'eo ket hep gwir. Allas ! gwasho’h eo Yeunig eget n’eus