Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
KONCHENNOU

Hirvoudi a ra o lavarout :

« Me ho ped, kemerit ho tra. Paneve d’ezañ, va breur n’en divije ket taolet ar vez war e dad hag e vamm. Ni holl a vije bet eürus er gêr paneve d’ar bizou-se… »

« N’eo ket va bizou, » eme ar gorrigan, « eo a zo bet kiriek da gement a zo c’hoarvezet. Nann, tamm ebet : da galon-te a zo eur galon vat, ha vad ac’h eus graet : kalon da vreur a oa brein, ha droug hepken he deus graet. Az pez soñj atao penaos :

Ha droug ha mad
A denn d’o had.


Kroaz ar Vretoned,
c’houevrer 1904.