Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
KONCHENNOU

gantañ lakaat anezañ da ren en e lec’h, rak heñ a oa aet kozik ha kabac’h.

En desped da Vaskig e voe deiziaded ar goueliou a vije lidet en enor d’an darvoud pouezus-se. Ne ouie ken penaos ober, rak ar gorrigan n’he devoa roet kelennadurez d’ezañ nemet betek eno.

Hag heñ neuze mont d’ar c’hoad e-lec’h m’en devoa kavet an eienenn eus kement a vadou. Kavout a eure c’hoaz ar gorrigan, hag houmañ a lavaras d’ezañ :

« Na ro ket da gredi pelloc’h out gwir vab ar roue, rak keuz az pefe. Kae war eeun da gerc’hat anezañ. Me a c’houezo e goueliou ar vag a gavi er pleg-mor a welez ac’han. »

Ha Baskig d’an enezenn. Digas a reas mab ar roue d’e dad, hag e tisklerias ar wirionez.

Bec’h en devoe ar roue o kredi anezañ. A-benn ar fin e lavaras :

« Petra a c’hellin-me ober evit ar vad ac’h eus graet d’in ha d’am mab ? »

« Ne c’houlennan seurt, aotrou roue, nemet e kendalc’hfec’h en e garg Lell a zo breur d’in. Evidoun va-unan, eul loen-kezeg da sikour ac’hanoun da drei douar va zad. »

« Kae eta, den eus ar gwella, ha Doue d’az pennigo. Lell a chomo en e garg. Emichañs e labouro ervat. »

« Karout a rafen. Kenavezo va roue. »

« Kenavezo ! va muia-karet goude va mab. Laouen e vijen bet o kaout ac’hanout da eil vab d’in. Met peogwir eo beo da dud, e rez mat mont daveto. »

Ha Baskig a ya d’ar gêr. Seder e galon, e labour an douar, an douar a sav c’houez ker mat ha ker yac’hus anezañ.

E-giz m’he devoa gourc’hemennet ar gorrigan, mont a ra da gas he bizou d’ezi.

« Ho trugarekaat a ran, itron ger, da veza bet ker mat em c’heñver, ha ne reketan tra ken nemet beza karet gant va zad e-giz ma ’z oun karet gant va mamm. »

« Mat a lavarez, den yaouank. Ya, chom war ar maez : eno emañ ar gwir beoc’h ar gwir eürusted… D’az preur ez an bremañ da gas ar bizou-mañ. Ne ehan tamm d’ober droug gwasa ma c’hell. Ha poent eo d’ezañ paea. »

« Ho pet truez outañ, itron vat, ha grit d’ezañ distrei d’ar gêr da garout e dud. »

« Ne daio ket. »

« O ! itron vat. Truez ! »