Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
KONCHENNOU

talvezo d’it ! Puilhoc’h e komz an taoliou eget ar morzoliou e miz meurz.

Ar paour-kaez Baskig a lavar :

« Truez ! tad ! truez ! »

« Dal evit da druez ! »

Ha bac’hadou c’hoaz.

« N’em eus lavaret netra ebet ! »

« Nac’h eus lavaret netra ! Daoust ha tamall da vreur a faot d’it bremañ ? Dal ! »

A-benn ar fin ez eo taolet ar paotr en eun toull teñval e-lec’h ma n’eus ket eur banne sklerijenn, ha tri devez e chom eno hep eur begad bara.

Kaer he deus ar wreg n’eo ket truezus an tad.

Brevet e izili d’ezañ c’hoaz meur a wech. Bastig a zo stlapet er-maez, e-giz eun tamm koz tra brein bennak, ha difennet outañ, gant e dad, dont morse ken d’ar gêr ma ne c’houlenn ket beza krouget.

Ar paour-kaez a ouel dourek : e vamm a bok d’ezañ, hag hi, abaoe an deiz kriz-se, ne reas ken nemet hirvoudi.

Lell avat, noilh (moumoun) e dad, a zo seder an tamm anezañ. « Bremañ avat, » emezañ, « me a vezo pep tra d’in ! Me a zesko d’it, Baskig, beza karet gant an holl ! »

An drougober, siouaz ! a laka tud a zo da veza laouen. Doue ne lavaran ket.

Baskig, kaset kuit, ne oar ket petra d’ober na pelec’h trei. Mont a ra eeun dirazañ. Treuzi a ra eur c’hoad bras pa zeu ar c’housked d’ezañ, pa loc’h war e lec’h e dreid skuiz-maro. Klevout a ra al loened gouez o yudal, abalamour ma klevont c’houez ar c’hig fresk marteze. Aon en deus ha fallout a ra d’ezañ chom war-sao. Mes trec’het eo gant ar faez (skuiz) ma ’z eo ha gant e naon-ki.

E-tal eur waz flour emañ. Gourvez a ra war eur gwele-bleuñv. An dour a hiboud eur ganaouenn-luskellat d’ezañ. Pell-pell e chom da huñvreal.

Pa sav, e wel eur vaouez koant en e gichen. Truez he deus outañ, ha lavarout a ra :

« Paour out, hag ankeniet eo da galon, a gav d’in, va bugelig. »

« O ! ya, itron vat, rak kaset oun bet kuit eus ar gêr gant va zad, daoust ma n’em eus graet netra fall ebet morse. Tamallet oun bet e gaou gant va breur. Met pardoni a ran d’ezo o-daou. »