Evidoun, me a gav d’in, eo ar re-mañ eo a oa ar re fura.
…Mat a livirit, eme ar bod brug-all.
Ha Dienez, eme egile adarre, mont da gavout an aotrou Delamonnoye.
« Ho ! Aotrou Delamonnoye ? » emezañ.
Hemañ a laka e fri er-maez, ha pa wel Dienez :
« Gortoz, paotr an avalou melen, me a ya da lakaat va chas war da bilhou ! »
« Hola ! aotrou, bezit fur : bremaik e vezo falc’h an Ankou war ho chouk ! »
« Falc’h an Ankou ? O ! me a zo yac’h c’hoaz an tamm ac’hanoun ! »
« Ne lavaran ket, aotrou ; met hirio e varvo kement hini a zo er gêriadenn-mañ. »
« Ne traou brao a zo ganez ! »
« Deuit da welout ! »
« Da welout an dud oc’h ober goap ac’hanoun, neketa ? »
« An amzer d’ober goap a zo tremenet. Soñjal e Doue eo a ra an dud. »
Ha setu neuze bodet an dud holl en dro d’an Ankou.
« Dienez, » eme hemañ, « lez ac’hanoun da vont kuit ! »
« Eur pennadig c’hoaz, aotrou koant. Alo ! tud vat, goulennit pardon digant Doue eus ho pec’hedou. »
Hag int, Delamonnoye hag all :
« Pardon ! Pardon ! Pardon ! »
« Alo ! » eme Zienez, « diskenn ! »
Hag an Ankou a dec’h ken taer ma pil e falc’h, brelimet mat en derc’hent, kement a zo er gêriadenn : tud, tiez, gwez hag all.
« Glao dour-pil a gouezas neuze, hag a welc’has al lec’h-se o kas an traou da ster ar C’hrann, hag en he goueled emaint abaoe.
Met bennoz an aotrounez Sant Per ha Sant Paul a gouezas war ar vro-mañ, ha chomet eo e-giz ma oa a-raok : strujus ha mat d’an ed, flourik c’hoaz d’an doureier a red bepred kerkoulz ha neuze, mat ivez e-keñver an dud. Ra vezo pell c’hoaz e-giz-se. An dud pinvidik a ro dorn d’ar re baour, hag ar re-mañ o deus fiziañs e Doue leiz o c’halon…
Hag an daou vod brug war eun dro :
« Kanomp meuleudi da Zoue da veza lakaet ac’hanomp en douar mat-mañ… »
Courrier du Finistère, genver ha c’houevrer 1904.