Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
KONCHENNOU

fresk a seblant neudennou arc’hant. Hag an ed ? Hag ar foenn ? Hag an ed-du ? An ed a zo puilh, ha bravik e c’hourlamm gant an aezenn ; ar foenn a zo druz. An ed-du a zo kement a c’houez vat gantañ ken he c’hlever dre holl ! Nag a wenan a vez o voudal, o tastum mel diwarnezañ !… Lavarout a ran d’eoc’h, brava parrez a zo eo Pleiben. Hag eun tammig buanoc’h, sell ! edon o vont da zisoñjal ar chapeliou : hadet int eno gant dorn kristenien vat, ha diwanet int par da lili war ribl an dour. Peder anezo a zo d’ar Werc’hez : unan er vourc’h, unan e Garz-Varia, unan e Gwenili, unan e Lanneleg. Gwelout a raimp houmañ, ma karit, en eur vont da Bleiben, hag ivez chapel ar Vadalen, chapel souchet e-touez ar gwez en eun draonienn goant. Dindan skourrou eur wezenn ivin e-tal ar chapel-mañ ez eus eur bern skeudennou brao ha koz. Bez’ ez eus c’hoaz diou chapel-all e parrez Pleiben : unan anezo a zo d’an Dreinded hag enni, m’am eus soñj, emañ war e groaz hor mignon Andreo ; eben a zo d’ar merzer bras Lorañs, chapelig koant a red dour tro-zro d’ezi »

« Setu aze traou avat, Per ! Met an dud ? »

« An dud a zo kalon enno evit o feiz hag o bro. Ar Balb, hag a oa noter e Pleiben, a redas ar meneziou da sevel an holl da gas kuit an hini a voustre Bro-Gerne dindan e seuliou divergont, an hini a waske ar goueriaded geiz gant e baper-timbr. Buzid hag ar beleg Leinlouet (hemañ a voe lazet e Karaez goude beza troc’het e vrec’h ouz Leskoad, an hugunod treitour) ha n’eo ket int eo a viras ouz falskredenn Luther da skigna he viloniou en o bro ? »

« Mat, Per, kement-se a blij d’in. Ya, karout a ran ar re a zifenn o feiz hag o bro. Deomp bremañ da Bleiben da welout hag hen eo atao an dud e-giz ma oa o zadou. »

Hag int en hent.

Gwall-baour ez int gwisket, ha den ebet ne gred kemerout anezo evit tud eus Baradoz Doue, tud eus ar Vro-se a lavarer a zo ker pinvidik. (Chañs da dud Pleiben, — ha d’ar re all ivez, — da vont da welout !) Bep a visac’h a zo ganto war o c’hein, ha bep a bennbaz dero en o dorn dehou.

Hag ar glao d’ober pa ’z eo tremenet ganto chapel Lanneleg, e-lec’h m’o deus gwelet ar Werc’hez Vari ha Santez Barba venniget pep hini en he armel.

« …Soñj hoc’h eus marteze, va breur brug, ez eus bet kuzet eun eskop e Lanneleg e-pad an Dispac’h ? »