Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276
konchennou

« Marteze a-walc’h. »

« Gant ar c’houitell-mañ e lakaan da zañsal ne vern forz piou pa blij ganin. Ma ne gredit ket, emaoc’h o vont da welout :

Eun taol sut ha souden,
Ar wrac’h gant eun abadenn ;
Eur bomm sounn ha raktal
Ar sorserez o fringal… »

Tripal ha lammat he devoa graet ar wrac’h : « A-walc’h e-giz-se ! » emezi.

« Ac’hanta ! ha kredi a rit bremañ ? »

« Ro anezañ d’in hag e klevi da blanedenn. »

« Ne roan ket da ! »

« Evel a gari. Mut oun. »

« Livirit d’in. »

« Ro anezañ. »

« Dalit. »

« Digant piou ac’h eus bet anezañ ? »

« Digant piou ? Met digant den ebet. »

« N’eo ket aet e-unan en da c’hodell evelato ? »

« Nann sur. Laeret am eus anezañ. »

« Diwar goust piou ? »

« Diwar goust eur gorrigan hag he devoa hen diskouezet d’in. »

« Diot out bet. Ma karjes beza her goulennet e vije bet roet d’it ganti. »

« Memes tra eo peogwir emañ ganin. »

« N’eo ket, filhor, tamm ebet. Neuze he divije lavaret d’it da betra eo mat. »

« Mat eo da lakaat an dud da zañsal. »

« Ha d’ober traou-all ivez. »

« D’ober petra c’houaz ? »

« Gortoz ma kontin d’it. Bet eo ar gorrigan he-unan ouz va c’havout, ha displeget he deus kement-se d’in. Me a zo o vont da c’houeza er c’houitell hag e weli. »

Kerkent e krog da sutellat ha setu Yann oc’h ober eun abadenn.

« Gwir eo, » eme ar sorserez, « ober a ra d’an daol dañsal pa vez lakaet da son. »

« Gouzout a ran. Hag ouspenn ? »

« C’houitell, » eme ar wrac’h d’ar sutig, « ra vezo eun douzier fleurennet koant war va zaol. »