« Ne dan ket, » eme Yann. « Bremañ, pa ’z oun digabestr ez in da vale bro da lec’h ma troio em penn. Netra ken ne viro ouzin da vont betek ar penn-all d’ar bed. »
« Pegeit, a gav d’it, emañ ac’halen ? »
« Eur pennadig brao, hep mar. »
« A soñj d’it ? Selaou ar pez a lavare da dad pa oas bihan. Ankounac’haet ac’h eus ? »
« Ya ’vat !»
« Mat. Eun devez e c’houlennjout outañ : Va zad, pelec’h emañ ar penn-all d’ar bed ? — Heñ a respontas d’it : En da gichen. — Em c’hichen ? emezout. — Ya, emezañ. Ar bed a zo ront, evel ma ouzout pe, ma n’ouzout ket, m’hen lavar d’it. Ma ! kae d’ober tro ar bed. Mont a ri betek ar menez du-ze. En tu-all e kavi eun draonienn. Goude eur blênenn, hag eur menez, hag eun draonienn. Hag an tevenn, hag ar mor, hag an douar adarre. Hag ez i keit-ha-keit, oc’h ober an dro atao, ken… ec’h en em gavi amañ adarre… »
« A zo gwir-bater penn-da-benn, » eme Yann.
« Chom ganin hag e teskin troiou-all d’it c’hoaz. »
« Mont a ran da c’haloupat, evelato. »
Ha Yann kuit diouz e vamm, hep eur pok, hag hep eun daelenn (daeraouenn) e korn e lagad.
Kenta tra a ra Yann eo klask eur c’hoad bras. Eno ne vezo ket gwall-aes d’an archerien her c’havout. Gwir eo na ra ket nemeur a van outo abalamour ma c’hell o lakaat da zañsal gant e c’houitell. Pa voe e-unan-penn e savas aon gantañ koulskoude. « Ha ma ’z eus loened gouez amañ ! » emezañ. « Na buan e vefen lonket gant ar bleiz ! » Dres ! setu eun aneval o tont d’her c’houesa hag e tap digantañ eun taol-dant en e gof-gar. « Aiaou ! » eme Yann.
En em zifreta a ra, gwella ma c’hell, da zifenn e groc’hen. Stank e ya an taoliou treid davet al loen gouez a zo o yudal hag o skrigna e zent. Lammat a ra ouz ar paour-kaez Yann. Dre eurvad evitañ e teuas da soñj da hemañ eus galloud e c’houitell. hag ar suterez en-dro, ma ouie. Dañsal ha dañsal a ra ar bleiz, gwelloc’h eget n’eus forz pe ours. Hag e kouez a-gas d’an douar gant ar skuiz ma ’z eo. Neuze e sank Yann eur goñtell en e gof : « Setu unan ha ne dago den ebet mui ! » emezañ… « Hogen marteze ez eus re-all c’hoaz ! Gwir eo ne vezin ket trec’h d’ezo holl gant va sutig ! Met ha ma vefe unan bennak sorset en o zouez ?… »