Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
267
yann seitek

Pa voe lipet ar chidhouarn gantañ, ec’h en em gavas Yann nec’het : kaot a oa ouz e zaouarn.

« Gwelc’hit anezo, » eme an Tad.

« N’eus ket a zour amañ. »

« Banne ebet ? »

« Ne welan ket. »

« Petra ’zo er ribot aze ? »

« Laez. »

« Gwelc’hit ho taouarn el laez, ne vezo tamm falloc’h an amann evit se. »

Lakaat a ra Yann e zaouarn er ribot hag o gwelc’hi a ra. Met neuze e voe eun abadenn-all : ne c’helle ket o zenna kuit. « Setu me tapet, va Zad, » emezañ. « Ne zeu ket va daouarn er-maez. »

« Sachit anezo ganeoc’h. »

« N’oun ket gouest. »

« N’it ket d’en em chala. Sellit ha ne welit ket eur peul gwenn du-ze ? »

« Eo. »

« Kit da skei warnañ gant ar ribot. Hemañ a dorro hep mar hag ho taouarn a vezo dieub. »

Setu Yann o vont hag o tarc’haoui ouz ar post. Hemañ ne ra na trouz koad na trouz maen hag e kouez d’an douar Kenderc’hel a ra Yann atao da skei ken eo freuzet ar ribot. Hag heñ goude d’e wele.

« Souezus eo, » eme an Tad, « n’hoc’h eus ket graet an distera trouz. »

« N’ouzon dare petra a oa eno. »

« Na n’eo ket eur peul koat eo ? »

« Na koat na maen hag huanadi a rae. »

« Petra eo ? »

« N’ouzon dare. »

« Gortozit, emaoun o vont da welout. »

Hag e kavas an Tad Goulc’hen eno eur c’horf maro, korf ar vamm aet d’ar poull da ganna ouz sklerijenn al loar. Spontet e voe ar manac’h hag heñ ha tec’hout kuit. « O ! » emezañ, « petra hoc’h eus graet ? Laza an hini a roas repu d’eoc’h ! Milliget e vezimp gant Doue ! » Teñval o fenn, e tistrojont o-daou d’ar manati.

Eno e voe lavaret da Yann e oa gouezet ne oa ket eur gwir vanac’h hag e c’helle distrei da gavout e Annaig…