lavaras da Rozenn : « Kenta tra a reot warc’hoaz vintin, goude sin ar groaz, a gendalc’hot da ober e-pad an deiz. »
Mont a ra Rozenn da gousket hep soñjal nemeur er c’homzou-se. Antronoz-vintin, kerkent ha ma voe dihunet, e lakaas sin ar groaz benniget en he c’herc’henn en eur lavarout : « Va Doue, me a ro d’eoc’h va c’halon… » En he c’hichen e oa lien d’ober hivizou. Kemerout a ra eur walenn d’e vuzulia. Mat, e-doug an deiz e vuzulias hag e vuzulias, ha lien ha lien a dremene dre he daouarn, kement ha kement ma ne ouie ken e pelec’h e c’horren. Leunia an eure he zi eus traon da grec’h, ken na chomas ket eun toull goullo. Pinvidik e voe, e c’hellit kredi, hag e kement lec’h e redas ar vrud eus ar seurt burzud.
Mari-Jan a geuzie, na petra ’ta ! « M’am bije gouezet, » emezi, « na mat em bije digemeret ar baourez-se ! O ! ma teufe eur wech-all, n’eo ket me he c’hasfe kuit, evel eur giez, diwar va zro, e-giz ma ris derc’hent dec’h ! » Eur miz goude, setu ar baourez adarre e-tal toull-dor Mari-Jan. « Deuit tre ’ta, paourez an Aotrou Doue, » eme houmañ. Hag a bep seurt traou a roas d’ar baourez en deiz-se.
« Ho trugarekaat, » eme ar glaskerez-voued. « Kenta tra a reot warc’hoaz-vintin a gendalc’hot da ober e-pad an deiz. »
« Alo ! » eme Vari-Jan, « setu me pinvidik bremañ. Furoc’h e vezin eget Rozenn an ti-all avat ! Me a zo o vont da lakaat va yalc’h dindan va fenn-wele ha, kentiz dihunet warc’hoaz, e krogin da gonta arc’hant. Na konta a rin-me ! »
Huñvreal a eure en he arc’hant da zont. « Gokoogog !… » eme ar c’hilhog, ha Mari-Jan a zo dihun. Emañ-hi o vont da dapout he yalc'h. Hogen kerkent e lammas eur c’hoanenn war he chot hag he sunas betek ar gwad. Mari-Jan a gravinas da gas an debron kuit, hag e krabiñsas, hag e kignas, ken e teuas he chot da wada…
Kentel : Grit vad d’ar paour evit plijout da Zoue ha n’eo ket evit kaout arc’hant an hini eo…
« Mat, va Zad, tostait ouz taol bremañ, » eme ar vamm. « Dister eo ar geusteurenn, avat, met a galon vat eo roet d’eoc’h. »
« Ho trugarekaat. Met morse ne bredimp e lec’h-all kerkoulz ha ma raimp amañ. »
Ha seu an tad Goulc’hen o lavarout ar Benedicite. Holl e krogont a-zevri gant ar pred : digor e oa ar c’halonou evit