Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
256
konchennou

e kaso an Aotrou Doue ar soñjezonou fall-se diwar ho tro. Hag an diaoul, m’hen argas ! a dec’ho pell diouzoc’h. »

« Setu aze kaoziou avat ! N’oun ket manac’h a lavaran d’eoc’h eur wech c’hoaz ! »

« Kemerit dour benniget ha grit sin ar groaz, ma ’z ay an enebour kuit ! »

« Met, neuze, ez oun manac’h e gwirionez ? »

« Emañ sae an urz ganeoc’h. »

« Met dimezet oun. »

« N’eus den dimezet ebet en hon touez. Bez e c’hell beza intañvien avat. »

« N’oun ket intañv. E traon kêr du-ze, emañ Annaig, va gwreg, o chom, ha ganti e tlefen beza eno ivez. »

« Ar venec’h ne deont ket da verc’heta evel-se ! »

« Met va fried eo ! »

« N’hoc’h eus ken pried nemet Hor Salver Jezuz-Krist. »

« Manac’h oun neuze da vat ? »

« Evel just. »

« Me eo Yann, lesanvet Yann Seitek. »

« Ar breur Yann oc’h ha netra ken. »

« Va Doue, petra a zo c’hoarvezet ganin ? Mont a ran sot. »

« Tra, tra ! An diaoul zo a zo o klask c’hoari e baotr warnoc’h. Met laoskit-heñ, trec’h e viot d’ezañ. »

« Ma, chom a rankan neuze. It, koulskoude, da welout betek traon kêr, hag heñ emañ he gwaz gant Annaig Yann. M’her c’havit eno, ne ouezin ken neuze piou oun. »

« Kaset e vezo unan-bennak da welout… »

Hag e kredas Yann e oa eur manac’h anezañ… Eiz deiz goude, e voe kaset d’ober tro kêr gant eur bisac’h. « Tud vat, » emezañ, « eun tammig aluzen evit ar Vreudeur Vinim, mar plij. Doue ho paeo. » Hanter-garget e oa e sac’h pa welas eur vaouez o tremen tost d’ezañ. « Annaig ! » emezañ hag e tilammas d’he briata. « Annaig ! va Annaig ker ! »

Hogen an dud her gwelas o pokat d’ezi. « An diaoul ! » emezo. « Pebez manac’h direol ! » En em voda a rejont en dro d’ezañ. Den n’hen anavezas gant ar wiskamant a zouge. Batet e oant evelato o welout eur Breur Bihan divaro. « Kasomp heñ d’e vanati ! » emezo. Heñchet e voe Yann etrezek eno a daoliou baz war e gein. Annaig, avat, ne reas van ouz kement-se. « An taol-mañ e vezo dizonet ! » emezi.

« Petra ’zo ? » eme an tad priol o klevout kement a drouz.