Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/255

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
255
yann seitek

c’houeze Yann endra ’c’helle, ha bepred ez ae divesker an archerien en-dro. Ker skuiz ez ajont ma kouezjont a-stok o c’horf war an douar, hag e kendalc’hent da zañsal daoust da ze. « En ho sav ! » eme Yann.

D’ar gêr e kerzjont en eur zañsal…


E-giz m’em eus lavaret deoc’h, n’en devoa troet Yann kein d’ar banneou nemet evit eur pennad. Hag e wreg ha soñjal hen dizona adarre. « Bepred e vez o trailha o fater d’ar venec’h, » emezi. « Mat, me her c’haso da vanac’h. »

En em glevout a eure gant an tad priol, rak eur gouent a oa, d’an ampoent, er vourc’h m’edo Yannig o veva enni.

Eun deiz ma oa chomet Yann da gousket e-kreiz al leur-gêr, e teuas daou zen d’her samma ha d’her c’has d’an abati.

« Setu gwaz Annaig, » emezo.

« A ! ya, mat eo. Laoskit-heñ ganeomp. »

Douget eo Yann en eur gambr, gwisket d’ezañ eur sae manac’h ha lakaet da c’hourvez war ar plankenn a dalveze eno da wele. Pa zihunas, antronoz, e voe souezet, e c’hellit kredi.

« Pelec’h an diaoul emaoun-me amañ ? » emezañ. « Ha pe seut dilhad a zo ganin ! Annaig ! Annaig ! »

Ne zeuas ket Annaig war e dro. Hag e skrabe e benn o klask kompren. Poan en devoa ivez en e vleo, arabat nac’h. « Annaig ! Annaig ! »

Eul lean a zigoras an nor : « Pax tecum ! » emezañ.

« Pask a-walc’h e-giz-se ! » eme Yann. « Oc’h ober petra emaoun-me amañ ? »

« Ra vezo ar peoc’h ganeoc’h, va breur. »

« Me, breur d’eoc’h-c’houi ? Eur c’hoar am eus bet, Doue d’he fardono ! Breur ebet avat biskoaz. »

« Amañ ez omp holl breudeur. »

« Pelec’h emaoun eta ? »

« E manati ar Vinimed. »

« En abati ? »

« Ya, va breur. »

« Setu perak eta e tougan ar vroz-mañ ? »

« Eur sae, va breur, sae hon Tad meurbet ker. »

« Sae pe vroz, me ne ran ket a foutre ! »

« Ha c’hoant hoc’h eus da zilezel hon urzh santel ? »

« Met me n’oun ket bet manac’h morse ! »

« Chomit eiz deiz-all c’hoaz da welout. Pedit start hag