Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252
konchennou

laerez a rae hemañ atao, hogen, bremañ avat, edo war e gont e-unan.

Pemp pe c’houec’h vloaz diwezatoc’h, e oa deuet Yannig da veza eur paotr yaouank ouesk ha gwevn an tamm anezañ.

« Asa, mab, » eme ar vamm, « daoust ha n’eo ket mall d’it dimezi ? Aet oun koz ha poent eo d’in kaout unan bennak d’am sikour. »

« Dimezi, mamm ? Gant piou ? »

« A-walc’h a blac’hed yaouank flour a zo dre aze. »

« Pehini anezo a gemerin. »

« An hini a garez ar muia. »

« Ma, gant va c’hoar e timezin neuze, rak hi eo a blij ar muia d’in. »

« Gant da c’hoar, diot ?… Ne zimezer ket etre kerent ken tost ! »

« Nann ? Ha va zad ha c’houi, ha n’oc’h ket bet dimezet ? Piou a oa tostoc’h egedoc’h ho-taou, koulskoude ?

Dirolla a eure ar vamm da c’hoarzin, na petra ’ta ! War bouez poania a-walc’h e roas da intent da Yann e oa e dad hag hi deuet da veza ker nes an eil d’egile nemet en eur zimezi. Rak kent ne oant na kar na par.

Ha Yann a eureujas. Ne cheñchas ket buhez evit se. Kenderc’hel a eure da laerez gwasoc’h-gwasa. E-keit-se e varvas e c’hoar. Neuze e kuitaas e vamm.

« O va mab, » eme houmañ, « bremañ, pa ’z eo aet da c’hoar diganeomp, e teuez d’am dilezel ! Doue, bet servijet ker mat-all ganti, n’az pennigo ket… Disoñjet ac’h eur ar pevare eus e c’hourc’hemennou ? »

« Ar pevare gourc’hemenn ? »

Ya : « Da dad, da vamm a enori

Ha da vuhez a astenni. »

« Petra, va mamm ? C’houi eo a lavar an dra-ze d’in ? Piou ’ta a zeskas d’in ober fae war ar gourc’hemenn kenta ? Piou a rae goap ouzin-me, o kunuc’ha hag a lavarout ne oa ket graet ar gourc’hemenn-se evit ar baotred ? Ar seizvet n’eo ket graet evidout kennebeut, emezoc’h. N’ouzon dare perak e virfen ar pevare, neuze ! »

Ha Yann kuit diouz e vamm. Berr e voe ar stal ganti da c’houde hag e teskas e-giz-se, diwar he c’houst he-unan.

E vez graet dizale kement-all
Da nep a ro kenteliou fall.