Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
konchennou

« Gwir eo, filhor, met soñj en aour a gavimp amañ a-barz pell. »

« Va Doue ! n’oun ket gouest da badout amañ gant an irvin. Setu aze eur c’hiz ivez avat, lakaat irvin war ar gweleou ! »

« Peoc’h ! emañ an nor o tigeri. »

« Ar wreg eo, kredabl. »

« Ar wreg eo. »

« O vont d’ober petra emañ-hi ? »

« Serr da veg ’ta, amboubal ! »

« Ha ! eur pod a zo war an tan. Soubenn, kig ha farz. Emañ o tenna ar sac’h ez-maez. Pebez c’houez vat ! »

« Ro peoc’h, filhor. A-benn ar fin e vezi klevet. »

« O ! ne vezin ket. »

En em gavout a ra ar vevelien en ti hag ez eont da azeza ouz taol.

« N’eo ket digouezet an ozac’h c’hoaz ? » eme unan anezo.

« Nann, n’eo ket c’hoaz ; hogen ne zaleo ket mui pell-bras. Sellit emañ erru. »

Raktal e voe klevet : « Noz vat d’eoc’h holl. »

« Ha d’eoc’h, Stevan, » eme ar re-all en ti.

« Mat eo bet ar foar ? »

« Mat dreist. »

« Kalz kezeg a oa ? »

« E-leiz. »

« Gwerzet hoc’h eus, evelato ? »

« Ya, ha gwerzet mat zoken. »

« Pegement ar gazeg c’hlas ? »

« Nao c’hant lur. »

« Ac’hanta ? paeron, » eme Yannig, « setu aze arc’hant deomp. »

« Hag an hini rouan ? » a c’houlenne ar wreg.

« Unnek kant lur. »

« Foar vat sur, » eme an holl.

« Ya, ya ! » eme Yannig, « foar vat d’in-me ! O ! o ! paeron, nao c’hant hag unnek kant a dle ober daou vil, neketa ? »

« A zo gwir. Met tav ! »

« Alo ! Stevan, » eme ar wreg, « laka da arc’hant aze ha debr da goan. »