Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249
yann seitek

Ha setu Lom hag an aotrou person, an eil war gein egile, ha Marc’harid o vont etrezek an Iliz. E-kichen dor ar presbital e laoskas an aotrou person eun tenn-pistolenn. Ken strafuilhet e voe Yann hag e zaou genseurt gant an trouz ma tec’hjont buan kuit. Job, o klevout trouz er vered, a zeuas er-maez eus an iliz hag a c’houlennas : « Ac’hanta ? Ha lart eo ? »

Spontet e voe ar sakrist hag e laoskas an aotrou person da goueza diwar e chouk, en eur lavarout : « Evel m’emañ emañ ! Lart pe get, truez ouzin ! » Hag e semplas, ha Marc’harid ivez. Ne oa ket an aotrou person evit fiñval, rak sammet e oa gant an urlou.

War gorf e roched edo ha Job a dostaas outañ, o soñjal e oa heñ ar pemoc’h bet digaset betek eno, a-benn neuze, gant e vignoned.

« Treut a-walc’h eo, » eme Job, en eur deutal d’ezañ e gostezennou. « Petra ? en eur sac’h eo lakaet ganeoc’h ?

« Petra fell d’it, va mignon ? » eme ar beleg.

« O ! an aotrou person ! » eme Job. Hag e semplas ivez.

A-benn neuze en devoa Yannig lazet ar pemoc’h. O welout na zeue den d’e sikour, e sammas al loen maro ha yao gantañ d’ar gêr. Skampet e oa ar re-all kuit, hag e skarent bepred. Job d’ho heul, rak deuet e oa e anaoudegez d’ezañ en-dro…


Antronoz edo Yannig e ti e baeron…

« N’eo ket deuet hon tro da vat ganeomp an taol-mañ, » eme Yann. « Arabat koll kalon daoust da ze. Warc’hoaz emañ foar Lukaz ha, war am eus klevet, e tle Stevan ar Gêroued mont da werza diou gazeg. Kezekenned mat eo ar re-ze. Hag an arc’hant en devezo Steven evito, arc’hant bras hep mar ebet, rak mat kenañ ez a war al loened, a rankimp da gaout. Gouzout a raimp pelec’h e lakay e arc’hant da c’horren hag, e-keit ha ma vezo kousket, e tapimp ar yalc’h hag e vezimp pinvidik evit eur pennad brao. »

« Mat sur, » eme ar re-all.

Goude merenn vihan, setu Yann hag e filhor e ti re ar Gêroued. Ne oa gour eno.

« Pignomp war-c’horre ar gwele-kloz aze, » eme Yann.

« Ac’halese e welimp hag e klevimp pep tra, hep beza gwelet hon unan. »

Diwar an neo e savont war ar gwele.

« N’eo ket brao beza amañ, paeron, » eme Yannig.