Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
konchennou

« Ne welez ket kement hag ar re-all. »

« Klaoustre e welan diou wech muioc’h egedout-te ? »

« Klaoustre na rez ket ? »

« Pegement ? »

« Ugent skoed. »

« Re eo, rak koll a ri. »

« Tra ! Tra ! »

« Mat. Da zorn em hini… Lavaret em eus e welan diou wech muioc’h egedout. »

« Ya, ha me a lavar ne rez ket. »

« Mat. Pet lagad mat a welez em penn ? »

« Feiz ! unan ivez ’ta. »

« Mat, ha me a wel daou d’it. Ac’hanta ! ne welan ket diou wech muioc’h egedout ? »

« O ! » eme agile, « an dra-ze n’eo ket c’hoari eo ! »

« Gounezet en deus Per, » eme an holl.

Hag e rankas egile rei ugent skoed.

« Hañ ! hañ ! » eme Yannig, « flemmet e oa bet hennez avat ! »

« Ya ’vat, va faotr, ha da dad a lavare c’hoaz : « C’houi a gav d’eoc’h eo enorusoc’h kaout daou lagad eged unan hepken. Ha, koulskoude, pet lagad en deus an Aotrou Doue ? Unan hepken. Hag an heol ? unan ivez.

» Hag aesoc’h eo d’eoc’h gant daou lagad e lec’h unan ? Tra ! Pa ’z it da denna gant ho fuzul, e serrit eul lagad. D’in n’eo ket ret ober. Hag ouspenn, evit mervel, em bezo eun hanter nebeutoc’h a boan egedoc’h. C’houi ha pezo daou lagad da serri ha da goll, e lec’h me n’em bezo nemet unan. Hag eun hanter nebeutoc’h a geuz a vezo d’in-me : ne vezo nemet eul lagad nebeutoc’h war an douar ! »

« Daoust d’ar pez a lavare da dad, Yannig, keuz bras am eus d’ezañ. Met bremañ, avat, oun laouen, rak te a gavo boued d’in ha d’az c’hoar. »

« Keit ha ma c’hellin, » eme Yannig.

Ha fest a zo ganto da vare koan, hag al lodenn vrasa eus ar c’hig lakaet da salla…


Ne badas ket atao ar c’hig bevin, ha setu ma lavaras Janed d’he mab : « Poent eo d’it mont adarre, paotr ! N’eus begad ken er bailh. »

« Ya, mamm, met va faeron a zo droug ennañ ouzin. »