Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
yann seitek

« Mont a rin d’e gavout ha kemerout a ray ac’hanout adarre. Te, avat, sach ganez gwella ma c’helli. »

Aet eo Janed.

« Ac’hanta ? » eme Yann d’ezi, « ha va filhor, al lorgnez a zo anezañ, ha pare eo ? »

« Emañ divac’hagn adarre, ha c’hoant en deus da zont d’az kavout en-dro. »

« Biken avat. Ha ret e oa d’ezañ pa oa bet paket, blejal kement ha ma rae ? N’eo ket bet diskroc’henet ganto, koulskoude ? »

« M’az pije gwelet ivez, Yann, e pe stad truezus e oa lakaet ar paour-kaez paotr. »

« Ha perak tamall ac’hanoun-me ? Evit ma vezo lakaet an hu warnoun ? »

« Ne oa ket desket mat c’hoaz ivez, Yann. Soñj e oa an dro genta d’ezañ. »

« Gwir eo. Lavar d’ezañ dont emberr ’ta, neuze. »

Ha Janed d’ar gêr, laouen, na petra ’ta ? gant ar soñj da gaout friko adarre.

« Alo ! va faotr, kae ha gra labour vat. »

« Bezit dinec’h, gouzout a ran bremañ an tu. »

Ha Yannig en hent, ken seder hag eun tred.

« Erru ’oas ? » eme ar paeron gwall-zichek. « Diwall ober evel ar wech-all pe e vezi dic’houzouget ganin ! »

« O ! sioul e vezin en dro-mañ. »

« Ya, ha dreist-holl n’ankounac’ha ket kement-mañ : arabat d’it diskulia piou a vezo ganez. Klevet ac’h eus ? »

« Intentet mat ha lakaet doun em penn. »

« Gwell a ze. Eun taol fin a zo da ober warc’hoaz da noz : laerez pemoc’h an aotrou person. »

« Pemoc’h ar person ? » eme Yannig.

« Ya da ! hag aon az pefe ? »

« Pell emañ aon diouzin. Ar c’hontml beo zoken. Kasoni am eus ouz ar person abalamour ma roas yod d’in evit va fask kenta. Ha laouen e vefen o kaout krog diwar e goust. »

Pa voe deuet an noz, setu Yann, Yannig hag an tri-all o vont war-du ar presbital.

« Te, Yannig, a raio da daol-esa, an dro-mañ. Te eo a yelo da gerc’hat ar pemoc’h. Mir outañ da soroc’hal re, avat ! Penaos emaout e soñj dont a-benn euz da daol ? »

« N’eo ket diaes. N’em bezo nemet laza mik al loen war al lec’h dioustu. »