Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
konchennou

Ha Yannig a gas ar saout da vaez. Ar c’hi Loull a yeas gantañ ivez avat, na petra ’ta ? Ha Yann hag ar c’hi a c’hoarias harzal o-daou hag, ouz o c’hlevout, ne oa ket aes anaout piou a oa ar paotrig ha piou ar c’hi.

Da vare kreizteiz e teu ar vamm da hopal war Yannig :

« Deus d’ar gêr da zibri da lein. »

« Emaoun a vont dioustu. Petra ’zo ? »

« Yod silet. »

« O ! ma vije bet krampouez viou ! »

A-benn neuze edo ar vamm en e gichen.

« Pelec’h emañ ar Wenn ? » emezi. « Ne welan nemet ar Ruz. »

« N’ouzon dare. »

« Penaos ? Ne ouzout ket ? »

« Nann. »

« War-du pelec’h eo aet »

« N’em eus ket gwelet anezi. »

« Petra e oas oc’h ober neuze ? »

« O c’hoari gant Loull. »

Ha ret d’ar vamm redek e pep tu da glask ar vuoc’h dianket : « Gant ma ne vezo ket aet da vreskin ! »

« Pelec’h emañ ar geriadenn-se, mamm ? »

« Genaoueg a zo ac’hanout ! An dra-ze n’eo ker eur gêr eo. Ha n’ac’h eus ket gwelet morse saout o sevel o lost er vann, o rei taoliou korn d’an ave], o kanna ar c’helien hag o vont kuit d’an daoulamm ruz ? »

« O ! ar Ruz a zo amañ ? »

« Sarr da veg, pez diot ! »

Ha, betek an noz, e c’haloupjont e pep korn, da c’houzout pelec’h e oa aet ar vuoc’h. »

Abardaezi a rae pell a oa, stegnet e oa he mantell zu gant an noz zoken, hag an daou gaez n’o devoa gwelet liou eus ar Wenn. Teñval e oa o fenn, e c’hellit kredi, o tistrei d’ar gêr. Yannig a c’houitelle bep eur mare evelato, e-giz eul labous kavet digor gantañ dor e gaoued. Digabestr e oa bet e-pad an deiz-se ha dinec’h e oa.


« Pelec’h out bet ken diwezat, Janed ? » eme Ber. « Sell, berr eo warnout. Petra ’zo c’hoarvezet, eta ? »

« Kollet eo ar Wenn. »

« N’eo ket. Bez dichal. En he c’hraou emañ-hi hag ar