Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
237
yann seitek

Lavarout tad, mamm, eo a voe desket d’ezañ da genta, ha, goude-ze, ober « Patris ».

Kreski a eure mat-tre, evel eur blantenn en douar a blij d’ezi.

Met, siouaz ! e-giz daou zen a oa ennañ. A-wechou e veze heñvel-mik ouz e dad, teotet mat an tamm anezañ ; a-wechou-all heñvel-beo ouz e vamm, bec’h d’ezañ ranna daou c’her o veza ma chome luziet e soñjezonou en e spered…


Abredik e voe kaset d’ar skol. Met ne zeskas ket eur seurt en daou vloaz genta.

« Ar skolaer, » eme ar vamm, « n’eo nemet eur mul bras, sur a-walc’h, eun azen gornek, peogwir n’eo ket gouest da blanta eun dakenn netra en da benn. Ma ! Yannig, neuze e chomi er gêr. »

« Mat, va mamm. Na me a zo laouen ! »

« Mat sur. A-walc’h a foñsou brageier ac’h eus kaset da bilhou war ar skinier sot-se !… »

Diouz ar mintin, antronoz, Yannig a oa eur pez fouge ennañ, o c’hoari e-tal e di, p’edo ar vugale-all o vont d’ar skol.

« Deus ’ta, Yann Seitek ! » eme ar re-mañ.

« Seitek hoc’h-unan ! » eme ar vamm, droug en he c’horf o klevout rei an ano-se d’he mab. « Tec’hit ac’halese ! pe eur vaz a bilo war ho chouk ! »

Ne chomas ket an hailhoned da c’hedal ar fest, met kana a rejont pouilh da vamm Yannig. An dra-mañ ne oa ket gwall-vrao avat.

« Yannig, » eme ar vamm, « lavar o fegement d’ezo ivez. »

Yannig o kredi edo er skol ha krog gant eur gentel bennak : « O… fe… ge… ment… » emezañ.

« Ma ! » eme ar vamm, « ar wirionez a oa ganto evit doare. Eur Yann Seitek out, hep mar… Petra ’ri bremañ ? »

« Netra ebet, mamm. Dibri ha c’hoari a-hed an deiz. Set’ aze eur vicher vrao ! »

« Re vrao evelato. Lez da gas ; arabat d’it kredi e chomi d’ober da aotrou amañ. Labourat a ranki pe ober kofig moan. »

« Ma ! mamm, me a labouro. »

« Kae da ziwall ar saout, neuze. »