« Ro d’in talvoudegez eul loen-kezeg evit ma c’hellin mont buanoc’h da welout ar re glañv. »
« Setu. »
« Gwelout a rez an iliz : dizolo eo, freuzet he mogeriou, dare eo da goueza en he foull. Peogwir e chom leun da yalc’h atao, ro d’in peadra da sevel unan nevez. »
« A galon vat. Nebeut ha nebeut, avat, n’ho pezo ken. »
« Memes tra. Bennoz Doue warnout ! Gwelloc’h e kavfen kaout anezo holl dioustu. »
« Setu amañ. »
Hag e tiskarg, hag e tiskarg. Ugent mil lur ; daou gement-all c’hoaz. Hag ar yalc’h a zo leun bepred… Ha dizale eun iliz koant a sav drant e zour dantelezet war-du bro ar stered.
Hag ar Bihan d’ar gêr. E vamm a zo eno, eur vuoc’h kaer ganti.
« Nag eur vuoc’h vat eo houmañ, » eme ar Bihan. « Na laez a vezo da rei d’an dud ezommek. »
« N’eo ket laez dre e zien eo o devo. Me a ray amann hag al laez ribot eo a vezo d’ezo. »
« Laez goroet dioustu (livriz) a root d’ezo va mamm. Ni a zo pinvidik a-walc’h da brena amann. »
« Koll a rez da benn, va faotr kaez. »
« Ne ran ket. E-giz ma lavaran e vezo graet. »
Ha graet e voe. An holl a zeuas da gavout ar Bihan da c’houlenn skoazell digantañ en o ezommou, hag heñ a lakaas eürus an holl.
Mervel a eure e vamm hag heñ a zimezas. Adalek neuze ne voe tamm eürus ebet e galon. E wreg a glevas en devoa eur yalc’h vurzudus, hag a lavaras na vije seder ken a vije ar yalc’h etre he daouarn. Ar Bihan ne felle ket d’ezañ, rak difennet groñs e oa bet outañ lavarout seurt da zen, na rei ar yalc’h da zen. Met hi a c’houlenne anezi noz-deiz, hi a glemme, hi a leñve o lavarout na gare ket he fried anezi. ’Benn ar fin e voe roet d’ezi. Hag hi da Gastell ganti da brena mezer ha seiz ker tre. Met pa zigor ar yalc’h da baea, ne gav enni nemet mein vunut… Droug a ya enni, na petra ’ta.
« Va gwaz en deus graet goap ac’hanoun. Roet en deus d’in ar yalc’had vein-mañ e lec’h ar yalc’h a vez leun atao a aour flamm. M’hen talvezo d’ezañ, nebaon ! »
Hag hi d’ar gêr, hag ober reuz d’ar Bihan.