Deuet mamm ar Bihan d’ar gêr, hi d’ezañ : « N’eus bet den amañ ? »
« Kristen. »
« Gour ? »
« Eo, eur marc’hadour seier fetis. Seurt n’en deus bet diganin. »
Hag int da gousket. Klemm a ra ar Bihan, e-kreiz e gousk, o soñjal er glaouaer hag en azen du.
« Petra ’zo ? » eme ar vamm.
« Seurt ebet. »
Kousket maro mik e vamm, ar Bihan a ya e-maez an ti hag a gerz betek kleuz ar c’hastell koz. An azen du a zo eno.
« Pare out ? » emezañ.
« Hag ez oun, » eme ar Bihan. « Met nec’het e vezo va mamm vat pa welo na vezin ket er gêr. »
« Tra, tra ! Eur Bihan-all heñvel-poch ouzit a zo en he c’hichen. »
« Mat eo neuze. Ha mont a ran ganez. »
Sevel a ra war gein an azen. Raktal eun tarz-kurun a zo klevet hag eur pez luc’hedenn gwelet. Eur goumoulenn deo a dremen dre zindan kof an azen. Ar Bihan a zo moredet e zaoulagad ha morgousket a ra. Pa zihun emañ e Enezenn al Loc’h, en e sav dirak al lean koz. Hag hemañ d’ezañ :
« Da ober petra out deuet amañ, va mab ? »
« N’ouzon dare. »
« Gouzout a rin dizale. Deus ganin. »
Hag int ha mont eeun dirazo. Digouezet en eur c’hao toullet er roc’hell : « Bremañ, » eme ar manac’h, « kae war bennou da zaoulin, ha lavar piz ha piz d’in kement ac’h eus graet. »
Hag ar Bihan a gont d’al lean ar pez a zo c’hoarvezet gant ar glaouaer. Seiz devez pinijenn rust a zo roet d’ezañ gant ar manac’h : beva e-keit-se gant bara sec’h hepken, ha kerzout, e zaoulin noaz, war ar reier lemm o begou.
« Echu ar binijenn, setu al lean : « Mall eo d’it mont d’ar gêr. »
« N’ouzon ket dre be hent mont. »
« An azen du a gaso ac’hanout. Henoz e teuio d’az