Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
konchennou

« he merc’h a zo ivez, marteze. Greomp chiboudig d’ezi, hag e vezo a-du ganin. »

Hag heñ d’ezi :

« Laouen bras oun da veza deuet da vevel e-lec’h ma ’z eus eur verc’h koant ha ken mistr ! »

« Tav da c’henou ! » emezi. « Ma klevfe va mamm !… »

« Hag e vefe eul leurgêriad tud, e lavarfen ar memes tra. Petra ? Merc’hed koant ne vez ket kavet bemdez ! Eun tamm mat stankoc’h eo ar re all ! »

Ha lorc’h er verc’h, na petra ’ta ?

Met ar wrac’h a zeuas dizale.

« Da varrat ez eomp hirio, » emezi.

Hag int d’ar park. Hi a grogas el labour raktal. Garhir ivez. Devez ken tenn avat n’en devoa ket bet graet c’hoaz, hag a-benn an noz e oa hanter-varo.

Soñjal a eure redek kuit. Met merc’h ar wrac’h, pa gavas an tu, a c’houlennas outañ :

« N’out ket re skuiz ? »

« Skuiz maro. Ma ne roez ket da galon d’in, ez an kuit dioustu. »

« M’am c’harez, » emezi, « me da gar ivez nebaon. Chom, ha me a raio d’it kavout aes al labour, rak nerz eul leon a lakain ennout. Va mamm he deus eur c’hi du, hag eun tamm bara glebiet gant halo ar c’hi-se a ro nerz d’an dud. Me a roio eus ar bara-se d’it, ma karez chom. »

« Chom a rin neuze. »

Bara ar seurt-se a voe roet da C’harhir antronoz, hag a-hed an deiz e heulias ar wrac’h hep poan. A-benn an eil devez, e laboure buanoc’h ha gwelloc’h egeti. Goude-ze hi a loc’he ouspenn an hanter war e lerc’h, hag a damalle he marr. Hag hi da gavout ar marichal, ha lavarout d’ezañ ober eur varr nevez vat d’ezi. Tamm gwelloc’h ne voe, rak Garhir a zebre bemdez bara soubet e halo ar c’hi du, ha rak-se e kreske bemdez e nerz…


Eun devez edod o palat, ha Garhir a dremenas a-raok ar wrac’h, ar pez a lakaas droug enni.

« Chom war va lerc’h ! » emezi.

« War ho lerc’h ne chomin ket. Ma n’oc’h ket evidoun, roit ar plas kenta d’in. »

« N’eus bet den morse araozoun, ha n’eo ket te eo a yelo ! »