Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
garhir

« Me a yelo pa ’z oun gouestoc’h egedoc’h ! »

Hag hi neuze ha tapout he fal da skei gantañ. Met heñ a grogas er bal, he zennas diganti, a dorras an troad anezi e daou damm war benn e c’hlin, hag a stlapas anezo kant troatad ac’hano. Hi neuze a lamm gant e c’houzoug hag a stard anezi ken a ginnig mouga ar mevel. Kaer en devoa hemañ, ne oa ket eviti hag e skilfou lemm a yae ennañ. Met ar verc’h a ziredas da lakaat ar peoc’h…


A-c’houdevez ez eas mat-kenañ an traou, ken a zeuas mare ar foenn. Bep a falc’h a zo gant ar wrac’h ha gant Garhir.

« Warc’hoaz e falc’himp, » eme ar wrac’h.

« Mat. Pare oun da vont. »

En noz-se, ar verc’h a yeas da gavout Garhir :

« Warc’hoaz ez i da falc’hat, » emezi. « Laka evez. Me a blanto dent oged e lodenn va mamm, hag e-giz-se e vezo aes d’it mont d’he heul. »

« Da drugarekaat, kalonig. Mont a c’hellan d’he heul hep an dra-ze. »

« Ne c’hellez ket. Va mamm a lavar evel ar son :

Va maen ’zo mat, va falc’h ’zo lemm :
N’emañ ket ar c’hal war he dremm !

« Met ma vefe dantet ar falc’h-se eur wech hepken, ne vefe tamm gwelloc’h eget ar re-all. »

Ha d’al lun-vintin, setu an daou falc’her en hent, hag abret. Ar wrac’h a gemer er prad war an dorn dehou ; eno eeun emañ an dent oged. Dizale e sko war unan.

« Kalet eo louzaouenn ar basianted er bloaz-mañ ! » emezi.

« Ya, » eme C’harhir.

Hag hi eun lemma d’he falc’h.

A-benn eur pennad e sko war eun dant oged-all adarre.

« War va ene ! » emezi, « gwall-galet eo treujou al louzeier er foenneg-mañ ! »

« Kalet int, » eme C’harhir.

Falc’hat a ra hi c’hoaz, met he falc’h ne droc’h tamm.

« Pa ne droc’hez ket, e vezi brevet ! » emezi.

Hag hi ha lakaat ar falc’h war he g1in. Terri ne reas ket ; plega ne lavaran ket, ha troc’het he gar betek an askorn ; hemañ a voe boulc’het zoken. Hag e chomas peoc’h ar wrac’h da barea, hag e lezas Garhir d’ober ar foenn e-unan…


Da vare ar c’herc’h e oa pare.