Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
16
KONCHENNOU


Eus ar pella ma wel anezañ o tont, Fall-e-C’hoant a ziroll da c’hoarzin ken reuñkeun, ma tarb d’ar mor sponta, d’ar mor e-lec’h ma vez an heol o vont da gousket.

Hep tamm evez ouz ar glas-c’hoarz-se, Santel-e-Skeud a ya rag-eeun da Fall-e-C’hoant, ha gant eur vouez kreñv :

« Perak e rez kement a zroug da dud keiz ar vro ? »

« Perak ? Feiz, pep hini a rank kemerout e blijadur e-lec’h ma kav anezi. Te a zo da hini ober vad ; me o trougober : ar pez a lavar anat n’emañ ket an hevelep danvez oc’h ober ac’hanomp. Ha setu ! »

« Va mignon, cheñch en an’ Doue… »

« Peoc’h d’in gant da Zoue ! Sell ! me n’anevezan nemet an diaoul ! »

Ar manac'h a laka sin ar groaz en e gerc’henn hag a lavar :

« Me az ped, cheñch hent. »

« Cheñch hent ? Daoust ha va oberou a sell ouzit ? Ha d’it eo da zont da rei aliou d’in ? Pegement ar walenn, brava den a zo ac’hanout ? Me am eus baro dindan va fri, paotr ! »

Santel-e-Skeud a zigas da soñj d’ezañ eus e vamm, eus e vugaleaj, eus e bask kenta. Eur galon zir eo kalon Fall-e-C’hoant, ha van ebet ne ra. Ne briz ket selaou, ha gwasoc’h c’hoaz, a-barz ar fin e sav droug en e gorf. Poan aner, Santel-e-Skeud a gendalc’h gant e brezegenn, ken a dap Fall-e-C’hoant eur geuneudenn da stlepel outañ. Skei e-biou a ra. Hogen, kregi a ra en eur geuneudenn-all, ha, yao ! dao war gein ar manac’h kaez a red kuit endra ’c’hell, ha Fall-e-C’hoant a ya war e lerc’h.

O veza ma stok e vouzellou ouz e zaoulin, Fall-e-C’hoant ne c’hell ket mont buan ; ha Santel-e-Skeud a c’hounez hag a ra burzudou.

Met skuiza a ra founnus (buan) al lean koz. Fall-e-C’hoant, neuze avat, a laka mall en e zivesker, ha dizober a ra ar burzudou.

Ha d’ar red o-daou. Abardaezi a ra : an heol, o serri e lagad er gwagou alaouret, a vousc’hoarz o sellout ouz ar redadeg.

Ar manac’h kaez a goll, a goll : hag egile a zo muioc’h a ze a galon ennañ, hag a hast, hag a hast. Klevout a ra Santel-e-Skeud trouz ha malloziou Fall-e-C’hoant o tostaat. Dare eo da veza tapet, ken… trouz ebet ken gant egile. Daoust ha ne c’hell ken bale ?… Ne laosk le-douet ebet ken. Gervel al lean a ra truezus. Hemañ a dro e benn da sellout. Fall-e-