Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
konchennou

En deiz ma edo Paia gant ar boan-vugale, e plante Jakez eur c’hlastenn-dero e-tal dor e di. Pa ouezas e oa ganet eur mab d’ezañ, en devoe ker bras levenez ma torras eur wazienn en e greiz ha ma varvas. Gwall-boaniet e voe Paia o klevout kement-se, hag hi ha lavarout d’he mab :

« Me a vago ac’hanout gant va laez ken a vezi gouest da ziwrizienna ar wezenn edo da dad o planta pa ’z out deuet er bed. »

Jakezig e voe anvet ar bugel. E vamm her magas e-pad seiz vloaz. Neuze e kasas anezañ da gavout ar wezenn da welout hag he displanta a c’hellje. Ne voe ket evit hen ober.

« Ma ! » eme ar vamm, « seiz vloaz e vagin ac’hanout c’hoaz. »

Ha me lavar d’eoc’h, gouestoc’h eget Jakezig ne oa bugel ebet.

Tapet e bevarzek vloaz gantañ e voe kaset adarre d’ar wezenn. Ma oa kresket ar bugel, an dervenn ivez he devoa taolet gwriziou mat ha start. Ha Jakezig ne voe ket eviti.

« Seiz vloaz-all e vezi maget, » eme ar vamm.

A-benn neuze e oa kollet e ano Jakezig. Magetpell e voe lesanvet, hag al lesano-se ne oa ket eul lesano laeret, evit sur.

Tremenet ar seiz vloaz-mañ, ar paotr a oa kreñv ha terrubl evel eur ramz.

Hag heñ d’ar wezenn, hag e vamm d’ezañ :

« Displant an dervenn-se. Banne laez ebet n’az pezo ken diganin ! »

Magetpell a dufas en e zaouarn hag a grogas e treujenn ar wezenn. D’an hejadenn genta, an douar a grenas eun troatad warnugent tro-zro. D’an eil, an dervenn a voe kostezet. D’an deirvet e voe displantet, ha da heul he gwriziou e teuas douar, peadra da garga seiz karr-tumporell.

« Te eo karantez va c’halon, » eme ar vamm neuze. « Ne oa ket re rei laez d’it e-pad eur bloaz warnugent. »

« Mamm, » eme Vagetpell, « start eo bet d’eoc’h maga ac’hanoun abaoe ma ’z oun bet ganet, ha me eur bloaz warnugent d’in. Bremañ me a zo mall ganin ober eun dra bennak evidoc’h ivez, ma vezo sioul ha didrabas ho kozni. Houmañ eo ar wezenn genta tennet ganin gwriziou hag all. Gant he c’hef, me a zo o vont d’ober eur vaz d’in da gerzout. »

Hag e tap eun heskenn hag eur vouc’hal, hag e troc’h hag