Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
magetpell

e tiskolp ar wezenn. Lezel a ra eun troatad warnugent a hed ganti, hag er penn huela eun ulmenn (skoulm) ker bras ha kloc’h bras Brasparz. Hir e oa ar vaz, pounner ivez avat. Met ne oa ket pounneroc’h eget eur gorzenn-blouz da Vagetpell.

Antronoz-vintin, Magetpell a lavar kenavo d’e vamm hag, e vaz gantañ, ez a en hent. C’hoant mont da vevel en deus. Hag e kerz beteg palez roue Gorre-ar-Ster.

« Petra ’fell d’it ? » eme ar roue.

« Mont da vevel davedoc’h, mar plij ganeoc’h. »

« Eur vicher ac’h eus ? »

« N’em eus ket, Aotrou Roue ; gouest on d’ober avat kement pe vuioc’h a c’hell gour-all ebet ober. »

« Mat ! » eme ar roue. « Greomp marc’had. Ma ’z out evit kas da benn kement a c’hourc’hemennin d’it ober, e-kerz c’houec’h miz, e roin d’it kement a aour ha ma c’helli dougen hag, ouspenn c’hoaz, va merc’h da bried. A-hend-all e vezi krouget. Gra da soñj. »

« Graet ar marc’had, Aotrou Roue. »

« Kae d’al leur, ha dorn endra ’c’helli ken a vezo aozet lein. »

Ha Magetpell a ya d’al leur hag a gemer eur freilh. Re zister eo ar c’houist anezañ. Ha gant e vaz eo ez a d’an ed. Ne voe ket pell o torna kement a oa war al leur. Hag heñ d’ar porz. Eno e oa pemp gwrac’hell-ed. Dorna anezo a reas raktal gant e vaz. Ar roue a oa o tigouezout neuze :

« A-walc’h ! a-walc’h ! » emezañ. « Te a zo gouest da gas va holl draou da get ! Kae da gerc’hat daou zailhad-dour d’am mevelien : pa vezi distro e vezo pare ar yod. »

Ha Magetpell da vont gant an daou bicher. Met o tremen e-tal an ti, e welas eno daou benton (kelorn, bailh).

« Buanoc’h graet a vo gant ar re-mañ, » emezañ. Hag e tapas unan e pep dorn, ha goude beza aet d’o leunia d’al lenn e tigasas anezo dirak an ti. Souezet e vo ar roue, hag heñ da Vagetpell :

« Eun den gouest a zo ac’hanout ! Deus tre, ha debr yod leiz da gof. »

Ar roue avat a yeas da gavout e sorser.

« Petra, sorserig, » emezañ, « a c’hellan-me rei da Vagetpell da ober ? »

« Livirit d’ezañ disec’ha al lenn a zo du-ze hag ober kement-se a-barz an noz hirio. »