Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
yann an alc’houezer

« Doue d’ho pennigo ! » eme ar paour.

« Doue hag ar Werc’hez d’ho tiwallo ! » eme Yann.

« Pelec’h oc’h bet ? »

« E kêr ar Yeoded. »

« Neuze ez eus eun dra bennak ganeoc’h. Roit eur pezig d’in, en an’ Doue. »

« Dalit, » eme Yann.

Hag e ro unan eus ar c’houec’h pez ugent real a oa gantañ. Tregont lur en devoa bet evit e bevar bloaz ; maget ha gwisket e oa ivez.

« Bennoz Doue d’eoc’h, Yann an alc’houezer, » eme an den dall. « Petra ’fell d’eoc’h da gaout evit an ugent real am eus bet diganeoc’h ? »

« N’eus forz petra am bezo diouer anezañ, me a c’houlenn ma vezo em godell arc’hant a-walc’h d’e brena. Ha n’eus forz petra a raio diaes d’in, me a c’houlenn gallout lakaat anezañ er voutailh-mañ a zo ganin em dorn. »

« Mat sur ! » eme an dall.

Yann a skamp hent adarre. En eur c’hroazhent-all, setu eur paour c’hoaz.

« Doue ra vezo ganeoc’h ! » emezañ da Yann.

« Doue hag ar Werc’hez ra vezo ganeoc’h ! » a respont hemañ.

« Pelec’h oc’h bet e-giz-se ? »

« E kêr ar Yeoded. »

« Neuze ez eus eur gwenneg bennak ganeoc’h. Roit unanig d’in anezo, en an’ Doue. »

« Dalit. Setu amañ ugent real d’eoc’h. »

« Bennoz Doue, Yann an alc’houezer. Petra ’rafe plijadur d’eoc’h da gaout ? Me hen roio d’eoc’h. »

« N’eus forz piou a rafe droug d’in, e karfen beza gouest d’hen lakaat em sac’h, ha gellout e zerc’hel ennañ e-keit ha ma plijo ganin. »

« A vezo graet hervez ho c’hoant. »

Ha Yann a ra eur flipad hent adarre. Hag e kav eur paour-all en eur c’hroazhent.

« Setu an trede, » emezañ. « Dre chañs, n’eus kroazhent ebet ken ac’han da zu-mañ. Paneve da ze e kavfen peorien-all c’hoaz, hag e yafe va arc’hant holl ganto. »

« Bennoz an Dreinded warnoc’h ! » eme ar paour.

« Doue hag ar Werc’hez Vari r’ho pennigo ! »

« A belec’h e teuit ? »