Hag heñ d’an daoulamm ruz. Ker buan ez a ma ne c’hell Rozenn dianaout na gwezenn, na ti, na tour ebet.
« An avel a ya founnus, al luc’hed founnusoc’h c’hoaz, » eme Rozenn. « Ha te, va loenig, mar karez ac’hanoun, te a yelo kalz buanoc’h egeto, rak hanter gwella va c’halon, va Houarnig ker, a zo e poan. »
Hag ar marc’h a ya affo-affo, ken a zigouez e-harz krec’henn Skrab-ar-Glujar. Eno e rank chom a-sav, kaer en deus.
Ha Rozenn neuze :
« En ano Sant Jaoua bet perc’henn d’it, loen benniget kas ac’hanoun d’al lec’h ma tlean mont. »
Hag ar marc’h a ya da labous hag, en eun taol-askell, emañ war ar gribell sounn.
Rozenn a gav eno eul laouer, hag enni, war eun tamm keoni, eur c’hornandon bihan du.
Hemañ a lavar d’ezi :
« Setu deuet ar plac’h koant a dle va diboania. »
« Da ziboania, kaezig. Piou out eta ? »
« Yannig, pried Gwrac’h an Enezenn. Hi eo a ra d’in chom amañ. »
« Ha petra ’rez el laouer-ze ? »
« O c’hoari c’houec’h vi maen emaoun, ha ken a vezint digloset e rankin chom amañ. »
« Kozig kaez ! » eme Rozenn o c’hoarzin eur pennadig, « Gori viou maen !… Ha penaos e c’hellin-me da ziboania ?»
« O tiboania Houarn a zo mestr ar wrac’h warnañ. »
« O lavar buan d’in petra am eus da ober. Hag e vefe ret d’in ober tro Kerne, Leon ha Treger war bennou va daoulin noaz, me her grafe ! »
« Daou dra ’zo ret. Da genta, mont da gavout ar wrac’h evel ma vefes eun den yaouank ; d’an eil, tenna diganti ar roued dir a weli ouz he bandenn ha serri anezi enni evit ma chomo e-barz ac’han da zeiz ar varn. »
« Ha pelec’h e kavin-me dilhad-paotr war an dorgenn-mañ ? »
« Me a zo o vont da lakaat ober d’it. »
Hag heñ displanta peder blevenn eus e benn, c’houeza warno en avel en eur zrailha eun tamm tra bennak e-giz eur bater. Ha setu ar bleo deuet da veza pevar gemener. Gant ar c’hemener kenta ez eus eur gaolenn, gant an eil eur sizailh, gant an trede eun nadoz, ha neud gant ar pevare.