Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
KONCHENNOU

Ar wrac’h a zeu betek ennañ, o vousc’hoarzin koantik.

« Deus tre, » emezi d’ezañ. « Digemeret mat e vezi ganin, e-giz ma tigemeran atao ar baotred vrao. »

Hag Houarn er palez.

« Piou out ? » eme ar wrac’h gant eur vouez flour. « Eus a belec’h e teuez ? Ha petra ’glaskez ? »

« Houarn eo va ano. Eus a Lanbaotr oun. Ha peadra da brena eur vuoc’h hag eur pemoc’hig a glaskan. »

« Mat. Houarn. Netra ne vanko d’it ha bez’ az pezo kement a fell d’it. »

Hag ar wrac’h a gas Houarn d’eur sal gaer hag a ro d’ezañ eus a seiz seurt gwin da eva, e seiz hanaf arc’hant kizellet. Houarn a ev hep marc’hata eus ar seiz seurt gwin, ha ker mat o c’hav ma kemer seiz gwech eus pep hini eus ar seiz seurt. Seul vui a werennadou a ya gantañ, seul goantoc'h e kav ar wrac’h yaouank.

Houmañ a lavar d’ezañ eva hep aon :

« Evit revinet ne vezin ket ganez, » emezi, « rak kement a gouez er mor a zeu amañ. »

« Daonet ’vezin ! » eme Houarn, « N’eo ket souez neuze ma troukkomz tud an aod ac’hanoc’h : ar re binvidik a vez aign (avi) outo atao. Evidoun-me avat a vefe laouen gant an hanter hepken eus ar pez hoc’h eus. »

« Mar karez az pezo. »

« Penaos eta ? »

« Intañvez oun. Va fried, ar c’hornandon, a zo maro ha, m’am c’havez eus da zoare, e timezin ganez. »

Beuzet eo kalon Houarn en he levenez. Heñ, mevel e Lanbaotr, dimezi da eur wrac’h yaounk ker koant, ker mistr, ker pinvidik ! Lavaret en devoa da Rozenn ne vije ken plac’h nemeti e vaouez. Met eur vaouez. Petra eo an dra-ze ? An eil a dalv eben, atao sur !

Hag heñ lavarout d’ar wrac’h :

« N’eo ket d’eur plac’h ker koant ha choui e lavarer nann ! O tra ! Hag eun enor a vezo d’in beza gwaz deoc’h. »

« Mat ! eme ar wrac’h. « A-raok an eured, greomp fest ar weladenn. »

Hag hi lakaat traou a bep seurt dirak Houarn, traou mat, traou c’houek, traou lipous.

Hag hi neuze mont e-tal an nor ha gervel :

« Prokulor ! Miliner ! Kemener ! Kaner ! »

War-lerc’h pep ano e tired eur pesk. O zeurel a ra dioustu