Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/12

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
12
konchennou


« Ha bez’ ez eus c’hoaz tud santel ? Pell a zo n’oun ket bet dre eno. P’am bezo eun deiz vak bennak ez in. »

« Mat a reot. »

« Deuit tre, mignon. »

Hag an ene a zo e palez Doue.

Sant Per, avat, a lavar :

« Mat a reot, mat a reot. Marteze a-walc’h. Ha neuze eur banne aezenn-vor a rafe vad d’am penn melenet, hag a lakafe va bodou spern da vreskenn kuit. Ma ’z afen da c’houlenn eun devez diskuiz digant Jezuz ? »

Hag heñ mont.

« Kae eta, Per, » eme Jezuz, « kae pa fell d’it. Klask unan-all da borzier e-keit ha ma vezi gant da dro, rak ne faot ket d’in e chomfe serret dor va zi ouz ar re a c’houlenn gwarez diganin. Kae ha buhan. »

« O ! va Mestr, me ne vezin ket pell tamm ebet. Diou pe deir eur horolaj ha me a zo distro. »

Ha Sant Per en hent. E-giz m’en devoa lavaret, mont a ra da vro an ene en devoa graet d’e deod koll e stagell. Hag heñ gwelet bandennadou tud o vont ne oar dare da belec’h. Hag heñ war o lerc’h. Hag e tigouez e-giz-se e lochenn ar manac’h.

« Hañ ? » emezañ. « da gavout ar manac’h ? da gavout ar manac’h eo e teu ar re-mañ ? Mat ! me a welo petra ’dalv… Feiz, doare vat a zen a zo d’ezañ, daoust ma ’z eo aet da get ar pez a zo bet emichañs war e eskern… A ! arc’hant a roer d’ezañ ! Touet en deus beza paour koulskoude !… Goulenn a raer perz en e bedennou ! Ma ’z eo gwir !!! Marteze eo eur sant a-walc’h. Deomp da welout. »

Ha Sant Per mont da baour. Aluzen vat en deus, kredabl, rak laouen eo e-giz eul laouenanig.

« Ma ! » a lavar heñ. « mat e soñjen, eur sant a zo anezañ… O ! izel eo an heol ! ha me a zo amañ c’hoaz ! alo ! alo ! dic’halomp bec’h d’ezi ! Du-mañ ez eus safar, sur tandelo ! Bremaik me a vezo gourdrouzet !… O ! ya ! met me a oar ar stek ! »

Ha, yao ! Sant Per d’e varadoz. Mall a oa : tud, eur grugell anezo, a skoe endra ’c’hellent war an nor o c’houlenn ha kollet e oa an alc’houez pe merglet ar morailh.

Antronoz e teu Jezuz da gavout Per. Hag hemañ a zo ruz e benn adal ma klev :

« Alo ! Per ! n’em boa ket lavaret d’it e… »