Hag int en hent, pep hini diouz e du. Etretant e lavar Sant Per da Jezuz :
« Mestr, c’houi a dlefe ober eun dra bennak evit ar soudard koz-se. Ranna en deus graet e beadra ganeomp. »
« Memes tra. » eme Jezuz.
Ha Sant Per a ya da gavout Yann :
« Klevit va den mat : va Mestr a zo bet laouen gant ar pez hoc’h eus roet d’eomp, ha da baea ac’hanoc’h, e roio d’eoc’h ar pez hoc’h eus c’hoant da gaout. Goulennit ho silvidigez. »
« Diwezatoc’h ! Me a c’houlenn ma teuio d’in em sac’h kement a garin. »
« Mat, » eme Sant Per.
Eur pennadig da c’houde, Yann a dremen dirak ti eur marc’hadour silzig ha bara.
« Eun dorz-vara a dri lur, » eme Yann.
« Eun dorz ? » eme ar bouloñjer. « Hag ober goap ouzin a fell deoc’h ? »
« Tra ’vat. Met eun dorz-vara a dri lur a faot d’in. »
« Gant eun tamm bara ho pezo a-walc’h kredabl. »
« Eun dorz eo a c’houlennan, petra ? Me ’zo bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent. »
« Soudard pe get, ne ran foutre. N’ho pezo na torz na tamm ! »
« Ne root ket ? »
« Nann ! »
« Evel a garot. Bez’ em bezo memes tra… Silzig ha bara em sac’h ! »
Hag ar bara, ruilh-diruilh, a ya da gavout sac’h Yann, hag ar silzig, kamm-digamm, a ya davetañ ivez.
Ha Yann a ra eur c’hofad mat…
Dirak eun ostaleri e sav sec’hed gantañ.
« Eur chopinad sistr, » emezañ d’an ostiz.
« Sistr ? » eme hemañ, « Dour, ma karit. »
« Setu amañ tud avat ! » eme Yann. « Ne roont seurt ebet d’eun den bet soudard pemp bloaz warnugent !… Diou voutailhad sistr em sac’h ! »
Hag e c’hell distana e javed…
Aet an heol da guzat, Yann a glask lojeiz.
« A roin d’eoc’h a galon vat, » eme ar merour a oa aet Yann d’e gavout. « Met mont a rankot en ti bras a zo aze e-kichen, er c’hastell. Ar perc’henn, hag a oa va mestr, a zo