Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
KONCHENNOU

maro daou viz ’zo, hep beleg na netra. En ifern e tle beza rak bemnoz e teu en-dro d’ober reuz. Ma n’hoc’h eus ket aon, n’hoc’h eus nemet mont. »

« Aon ? » eme Yann, « Me ’zo bet soudard pemp bloaz warnugent, hag aon n’am eus bet morse. Mont a ran. »

Ha Yann d’ar c’hastell. Eur gwele bouk a gav eno.

« Na brao e vezin amañ ! » emezañ.

Hag e tiwisk e zilhad, ha yao ! etre ar liñseriou.

A-benn eur pennad (n’en devoa ket bet amzer da roc’hal tamm ebet c’hoaz), setu eur vouez pounner o sevel :

« Urz a zo da vont tre ? »

« Ya, ya. Mar deo c’houi aotrou ar c’hastell, deuit, deuit. Aon razoc’h n’am bezo ket. Me zo bet soudard pemp bloaz warnugent. »

« Just avat, » eme egile. « Eun den dispont a glaskan, abaoe pell ’zo, da denna ac’hanoun a-dre skilfrou Satan. Grit ar pez a livirin, hag e viot pinvidik. »

« Memes tra, » eme Yann.

« Deuit ganin neuze. »

Hag int d’al liorz.

« Kemerit eur bal, » eme an aotrou da Yann, « ha toullit aze. »

Yann a doull hag a zizolo teir bodez. En hini genta ez eus aour, en eil arc’hant, en deirvet mouneiz.

« Ha petra ’rin gant ar c’hirinadou-mañ ? » eme Yann.

« Setu amañ : roit ar mouneiz d’ar beorien (kastizet oun bet abalamour ma n’oun ket bet mat en o c’heñver) ; an arc’hant a vezo da lakaat oferennou gant va ene ; an aour a vezo d’eoc’h ma rit kement-se. »

« A galon vat, » eme Yann. « Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent, hag ober ar pez a livirit n’eo ket diaes. »

« Ho trugarekaat. Bezit war evez avat ouz an diaoul, rak hennez a vezo droug ennañ pa welo ac’hanoun o vont kuit digantañ, hag a glasko noazout ouzoc’h. »

« Lezit-heñ. Me ’zo bet soudard pemp bloaz warnugent, ha n’em eus ket bet aon morse. »

Hag an aotrou kuit. Ha Yann a zo pinvidik-mor goude beza graet ar gefridi roet d’ezañ.

Satan, evel just, a skrign e galon pa ’z a ene an aotrou kuit :